Ur gontadenn gant Jermen Boutier

RKB-2018-0017

Fulup oa anvet « ar skañv » dre an askont ‘nije soñj deus netra. Un devezh ‘lâras e vamm dezhañ mont d’ar marc’had da glask ur pas-gloan dezhi. Hag Fulup ‘h eas d’ar marc’had.

Pa oa arri e-barzh ti… Pa oa ‘hont war an hent, digentañ ‘kaves un o c’hwezho tan. Hag Fulup en ur vont gant an hent a lâre :

« Ur pas-gloan, ur pas mat a gloan. Ur pas-gloan, ur pas mat a gloan. Ur pas-gloan, ur pas mat a gloan  », evel ‘na lâret e vamm dezhañ.

Ha pa oa arri gant hemañ all… An hini oa ‘hont da gas teil an heni ‘ni oa, a lâras dezhañ :

« Met n’eo ket ur pas-gloan, ur pas mat a gloan ! Lâr « ur garg teil, ur garg vat a deil ! » 

Ha Fulup o vont gant an hent : « ur garg teil, ur garg vat a deil. Ur garg teil, ur garg vat a deil… »

A-benn oa arri goude e-barzh ur gêr a oa un oc’h ober tan e-barzh ar forn. Ha Fulup ‘lâre :

« Ur garg teil, ur garg vat a deil… »

« Oh, eme hemañ all, n’eo ket ur garg teil, ur garg vat a deil zo amañ, tan an heni zo. Lâr ‘ta ! Me, kar n’on ket evit c’hwezho anezhañ, me, ‘gar krogo ha ‘varvo ket. »

Ha Fulup ‘lâr avat :

« Me ‘gar grogo ha na varvo ket. Me ‘gar grogo ha na varvo ket. Me ‘gar grogo ha na varvo ket. »

Pe oa arri un tamm pelloc’h ‘na kavet un nebeud tud en-dro d’ur c’hi, klañv gant ar raj. Ha Fulup ‘lâre :

« Me ‘gar grogo ha na varvo ket. Me ‘gar grogo ha na varvo ket. »

Hag ar re-mañ ‘lâres :

« Hañ, met n’eo ket se eo ! Me ‘gar ‘grogo ket. Hag a varvo. »

« Me ‘gar ‘grogo ket. Hag a varvo. Me ‘gar ‘grogo ket. Hag a varvo. »

Ha Fulup derc’hen mont gant an hent bopred hag derc’hen lâret :

« Me ‘gar ‘grogo ket. Hag a varvo. Me ‘gar ‘grogo ket. Hag a varvo. »

Pa oa arri… Neuzen oa arri e-barzh… Tost d’ur gêr ‘gaves unan kozh ‘ba bord an hent.

« Pet’a, emezañ, zo ganit oh lâret…me ‘gar grogo ha na varvo ket ? Met, me ‘gar grogo ha na varvo ket ? Me, emezañ, ‘grogan ket. Lâr…me ‘gar kerzho hag ‘gerzho mat. »

An heni kozh oa gant div vazh, ‘na bec’h ‘kerzhet.

Ha Fulup ‘hont neuze :

« Me ‘gar kerzho ha kerzho mat. Me ‘gar kerzho ha kerzho mat. »

Pa oa arri ‘bar bourk ‘derc’he lâret :

« Me ‘gar kerzho ha kerzho mat… »

‘N(o)a ket soñj ken deus petra oa lâret dezhañ gant e vamm mont da gerc’hat. Hañ, fitamdaoula ! Setu tapet Fulup avat ! Hag eñ ha lâret…‘oare ket pesort mod. A-benn ar fin oa deut da soñj dezhañ deus e l(o)eroù. Ha eñ ‘tiskiñ ul l(o)er, ha gant e zorn ‘rae sin da lâret ‘vije o tremen un dra bennaket.

« Petra, eme an heni gozh, un nadoue ‘feus ezhomm ? »

« N’eo ket ‘vat ! N’eo ket un nadoue eo, ur pas-gl(o)an. Hañ, ya, ya, ya, ur pas-gloan eo, ur pas-gloan eo, ‘ma ket soñj ken, ur pas-gloan eo. »

Ha Fulup ‘tont war e giz.

« Setu aze, ‘na lâret an heni all dezhañ, ur pas-gloan, sell, ur pas mat a gloan aze e-giz-se. Hennezh zo un mat, da vamm ‘gomera re mod-se just. »

Ha Fulup ‘tont d’ar gêr.

Met pa oa ‘tont war e giz ‘neva kavet un ‘hont gant ur garg foenn ha hemañ all ‘c’houlles gantañ : « Petra zo ganit ‘ba da zorn, aze ‘te(l)c’hez… ? »

« Ur pas-gloan, ur pas-gloan. »

« Eñ ‘vez ket derc’het ba ‘n dorn mod-se, sko hennezh ‘bar garg foenn aze e-giz-se ! »

Hañ fitamdaoula ‘hat, Fulup da skeiñ e vas-gloan ‘bar garg foenn. Ha hemañ all da gonto dezhañ ha Fulup da heuilh. Met pa oa arri ba toull an hent dezhañ da vont d’ar gêr hag eñ da gomañs secho foenn e-maez ar c’harr.

« O, hola, eme hemañ, oc’h ober petra out ‘tiskargañ ma foenn ? »

« Oh nann met ‘klask ma vas-gloan on. »

« Oh fitamdoue la, emezañ, pas-gloan hein ! Hennezh avat ‘oaran ket ‘ba pelec’h ‘mañ, ma kar dit be(za)ñ bet digourdioc’h ‘fa ket… »

Ha aet Fulup d’ar yêr neuhen hep pas-gloan ebet.

Pa oa arri ba yêr, e vamm ‘lâres dezhañ :

« Oh, ginaoueg zo ac’hanout ! Hennezh ‘vez lakaet ‘ba korn ar chupenn, a vez plantet ba korn ar chupenn, ha ‘giz-se na vez ket kollet ! »

Ha Fulup neuhen… E vamm ‘lâres dezhañ :

« Bon, emezañ, setu ahe, ‘me, ar c’hle(w)ioù zo ba ti ar marichal, ha zo ezhomm d’hont da gerc’hat anezhe ma vez troet douar a-benn arc’hoazh. Ac’hann-se ‘vo ret dit mont da gerc’hat anezhe. »

Ha Fulup da gerc’hat ar c’hleioù. Ha eñ ‘h addont d’e yêr gant ar c’hleioù, pugur oa lâret dezhañ, goût ‘walc’h ‘rit, lakaat ar pas-gloan ba korn e chupenn, ha Fulup da dapo ar c’hleioù ha da vounto anezhe ba korn e chupenn, pugur ‘nije ket soñj. Deus se ‘na soñj bopred. Pa oa arri ba yêr… Ha e vamm é feled ‘nehañ :

« Hañ, feiz, ma vaotr paour ‘hat ! Peta ‘feus graet c’hoazh ? Drailhañ da chupenn gant ar c’hleioù. Hañ ! Abominabl eo memes tra gwelet penaos out. Met ar re-se a vez lakaet stag d(eus) ur gordenn, a vez lakaet un’ (a)nehe bep tu d’ar skoaz. »

« Ah bon mamm, a-benn wech all me ‘mo soñj, a-benn wech all ‘rin. »

« Ya, delc’h soñj bopred… Bon, a-benn arc’hoazh (v)o ret dit mont da Gallag. Me a zo klañv ha n’on ket ‘vit mont (a)lemañ da breno daou borc’hell bihan. Kar ar veuc’h eo gwerzhet heh loue ha zo ur bern laezh ha pato ha traoù ‘hont da goll ha ‘o dav kaout daou borc’hell bihen da zevel. Kès d’ar marc’had, sell, dal, ha ‘baeez ket anezhe re ger heñ, diwall da vezañ tapet ! »

« ‘Vin ket, ‘vin ket ! »

Ha Fulup d’ar marc’had.

Pa oa deut war yêr neuhen… ‘tont war yêr… Ha Fulup oa lakaet ar gordenn dezhe ‘ba o c’hoûg, goût ‘walc’h ‘rit, ha sklapo un’ (a)nezhe bep tu d’e zivskoaz. Pa oa arri… Digentañ p’oa ‘tont war an hent, an daou borc’hell a zifrinke.

« Weñk, weñc’h, weñc’h, weñc’h, weñc’h. »

Ha Fulup ‘lâre :

« Paouez ‘walc’h ‘rafet, ‘me Fulup.

Pa oa arri bar gêr oa e vamm ‘ribota laezh :

« Hañ feiz ma doue, ‘me an heni gozh, arri eo hemañ gant daou borc’hell krouget amañ, memes tra, peseurt mod ‘vo graet ken ? »

Hag an heni gozh oa ken inervet ken ‘na reit un taol fonnus bar ribod pri ha kreuvet hec’h ribod.

« Hañ fez, ‘mei, setu ahe met n’eo ket ‘walc’h, ‘mei, ‘feus kollet daou borc’hell. Ma ribod, ‘mei, ‘meus drailhet ken fachet ‘vel ‘h on ! Bremañ ‘renki mont war da giz c’hoazh da Gallag da gerc’hat ur ribod all din ! Bo’n… Hag e vamm lâret dezhañ ‘hat, ar moc’h, ‘meñ [‘mei, sañset], pa ‘h eer da gerc’hat anezhe a ‘vez lâret « sik sik » pe « goch goch » dezhe. Hag ar re-se teu da heuilh ‘hanout. Ha ‘vez lakaet ur gordenn ha sachez un tamm war ar gordenn met ‘vezont ket lakaet war ar skoaz mod-se. Lâret ‘vez « sik sik, goch goch » dezhe. Bo’n… »

Ha Fulup da gerc’hat ur ribod neuhe.

Pa oa arri ba Kallag oa arri (…), arri oa serr-noz, met oa ket serret tout ar stalioù, ha n’a kavet ur ribod. Ha eñ ‘tont d’e yêr. Ha lakaet ur gordenn d’ar ribod ‘ha ! Ha eñ ‘tont d’e yêr, ha laket ur gordenn d’ar ribod :

« Sik, sik, goch, goch, sik, sik, goch, goch, sik, sik, goch, goch », ‘h ont gant an hent.

Tammoù ‘tee deus ar ribod met b(o)pred oa chomet ar gordenn. Pa oa arri ba yêr oa drailhet ar ribod tout. Chome ket ‘met ar c’hoûg ken. Heñ feiz, ‘meñ, e vamm ‘lâres dezhañ :

« Bo’n, hañ, bremañ ‘ha, ‘meñ, on tapet, an erc’hant d’al leue zo aet da brenañ moc’h bihan ha da brenañ ur ribod. Bremañ na chom ken amañ nemet ur yar bennaket pe un dousenn vioù da gas ‘vit kaout… Ret ‘vo dit mont war da giz. Me zo ken stoufet gant ar paz ha ‘meus em’ gwin-ardant da gas hennezh kuit. Ata tap an uioù, sell, ar baner ahe, serr an uioù ha kerzh da gerc’hat ur voutailhad gwin-ardant din. »

Ha Fulup war an hent bopred. Met ‘dreuz parkoù ‘h ee, ha tremen war ur bontenn, war ar prad, war ur wazh. Honnezh oa litous gant an dour ‘na graet, ha risket Fulup, ha kouezhet paner ha tout ba ar rinier. Bo’n, fitamdaoula, an uioù oa aet gant an dour, kollet an uioù, kollet ar baner. Ha Fulup war e giz, trempet ‘vel ur pesk. Pa oa arri bar gêr :

« Hañ fez ma doue peta zo arri ganit ? »

« Hañ fez kouezhet on, ‘meañ, bar rinier ha trempet on. »

« Ma, lâres e vamm dezhañ, hast buan cheñch da zilhad, sell, dilhad da yontr zo ahe ‘giz-se – eñ oa marv bremañ zo pemzektez zo – tap ar re-se ha kerzh war da giz, ha me renko kaout gwin-ardant fenoz. Na feus netra d’ober ken ‘met tapo ur yar zo ahe war he c’hlud, ha stag mat he zreid dezhi. »

« Ya, ya, ‘meñ Fulup. »

Ha Fulup ‘hont ‘hat, tapout ar yar dindan e c’hazel met n’a ket lakaet fisel war ar yar. Bopred pa oa ‘tremen ar c’hoad ‘teuas ezhomm dezhañ d’ober… Hag eñ ar yar dindan e c’hazel hag eñ poz ar yar war an douar. Ha dibrenno e vragoù ha o’r pezh ‘na ezhomm d’o’r. Met ar yar riñse, oa ket chomet, oa ket hualet. Ha hi nijal ba ur bod kelvez oa ennañ.

« Mañ ! (bro)maig kozh yar, ‘lâres Fulup dezhi, me dapo ‘hanout ! »

Met keit-se, (e)wid-se, heñ ‘na gwrae(t) hent ha oa arri noz hag ar yar nije pelloc’h. Pa dostee dezhi ‘vit dapo anezhi, ar yar a nije, ha derc’he nijal. Ah paour-kaezh Fulup, war-lerc’h ar yar ! A-benn ar fin, oaran ket pegeit hent ‘neva graet oa arri ba ur parkad ed bopred, neudennet ‘vit harz ar brini da ziskenn warnañ.

« Ah kozh yar, ‘meñ Fulup, derc’he lâret, kozh yar me dapo ‘hanout ! »

A-benn ar fin ‘na ket, tapet ‘na un dra met… « Hañ ar wech-mañ ‘meus tapet ‘hanout ! »

Met n’eo ket ur yar ‘na tapet. Ur vran oa luziet b’an neud hag en ‘na tapet ar vran.

« Bon, ‘meañ, oaran ket pa plec’h on arri bremañ, kollet meus ma hent ‘c’haloupat war-lerc’h ar yar. »

Hag eñ sevel war ar c’hleuñ hag (o) felet ur sklêrijenn ba ur gêr pelloc’h.

« Bo’n…, ‘meañ. »

Hag eñ ‘hont. ‘hont beket ennañ. Bopred derc’he mont, pe oaran ket, arri oa diwezhat, noz du, teñval oa. Ha Fulup ‘hont beket… Pa oa arri ba toull an nor hag eñ ‘hont tresk ar pernestr da sellet, oa goulo(ù), da wel(et) peta oa. Ha welas daou zen yaouank deus taol, fitamdaoula ‘hat, ‘tibiñ o c’hoan. Ha lakaet oa war an daol ur c’hôg ba ur plad, ha gwin, bara gwenn ha tout an traoù. Hag an daou yaouank oa ‘konto ha c’hoarzhin. Ha Fulup ‘grede ket mont en ti. Met ar vran a-benn un tamm ‘na komañset d’o’r kôag, kôag, hag an daou yaouank spontet :

« Oh, ‘me, arri eo ma zud ! Arri eo ma zud, ‘lâre Janed. Oh, hag a (…) kes b’ar gouster (?), lâres dezhañ, d’ar paotr yaouank oa ganti, kes da goach bar goust(er) ! »

Ha hi da serriñ ar c’hig hag ar gwin, ha ‘n traoù tout diwar an daol, pa oa arri ar re gozh. Hag an daou gozh oa aet da marc’had Gwengamp, da werzho un eubeul, hag an hini yaouank ‘neva ‘lâret d’he c’hamarad dont da welet ‘nei pa oa ket an daou gozh b’ar yêr, kar an daou gozh oant ket kontant (o) felet anezhi ‘hont ga hennezh.

A-benn ar fin Fulup chome bopred, ‘grede ket mont b’an ti. Hag, euh…arri oa tost da hanternoz, ha ‘h arrias an daou gozh neuhen. Gwer(z)h(et)…kaset an eubeul d’ar gar. Hag an daou gozh neuhen kavet Fulup toull an nor :

« Bon ‘ha ma faotr, ‘c‘h o’r petar out ahe ? »

« Hañ, ‘meañ, kollet ‘meus ma hent. Ha ouian ket da blec’h… »

« Oh, deus b’an ti bopred. Ha tostae war grec’h, ‘lâres an hani kozh dezhañ, deus d’o’r un tomm, sell, tan zo. Bo’n Janed, graet eo koan ganac’h ? »

« Oh ya, ‘me an heni yaouank, ha debret pell zo. »

« Ah bon ? Deus da dommo, sell, ha ‘o ‘h adtommet ar soubenn, ha bromaig ‘hamp da zibi. Petar eo ar machin zo ganit dindan ar c’hazel ahe ? ‘c’hoûllas an heni kozh. »

« Oh, ‘meñ Fulup, hennezh zo ul lapous hag a oara kalz a draoù. »

« Hañ… ? Kalz a draoù oara ? »

« Oh ya ‘vat ! Hennezh zo kap da lâret kalz a draoù dac’h… »

« Ha penaos ‘vez graet da lakaat ‘nezhañ… ? »

« Lakaat baelan glas war an tan hag e vez lakaet d’us dezhañ »

Ha hemañ… :

« Ale ‘ta Chann, tap baelan glas amañ hag ‘o graet tan da wel peta lâro al lapous-mañ. »

Ha hemañ ‘h o’r tan gant baelan glas hag lakaat ar vran us d’an tan.

« Kôag, kôag, kôag », ‘meñ ar vran.

« Peta lâr, ‘me an heni kozh ? »

« Oh, lâr ‘ra zo un den yaouank ahe ‘giz-se ba lost an ti. »

« Petar ? N’eo ket gwir ! »

Hag an heni yaouank, ‘peus soñj, ‘na tapet toull an nor ha partiet war-raok.

« Oh, ‘meñ, gwir mat eo ‘hat ! ‘h adlake(t) ‘nei ‘ta ur wech ell ha ‘o gwel peta lâro. »

Ha hemañ eh lakaat e vran us d’an tan :

« Kôag, kôag, kôag », ‘reas ar vran teir gwech.

« Peta ‘neus lâret ahe, ‘meñ an heni kozh ? »

« Peta ‘neus lâret ? Lâret ‘neus e oa ur c’hôg poazh ‘bar pres, gwin mat ha bara gwenn ha bernioù traoù da zibi. »

« ‘Hanta Chann ket da welet ‘ta ! »

Ha Chann è tige(r)iñ ‘hat, ha kavet tout an traoù ‘bar pres.

« Hañ fez, ‘me an heni kozh, hennezh zo ul lapous hag a dalvea. »

« Hañ ya ‘vat, sur ! ‘me Fulup, eñ dalvea ker din. Me a serra…n’on ket gouest da lâret dac’h pegement bemdez a serran-me gant hennezh ‘h o’r marc’hajoù. »

« Ha ya, ‘me an heni kozh ? Ma, sell, deus ‘ta ‘hamp da zibi bremañ, deus da zibi da goan. »

Hag-i deus taol ‘hat, da zibi…

Ha oa debet ar soubenn, debret ar c’hôg ha debret tout an traoù vat a oa. Hag an hani kozh eh lâret da Fulup :

« Ah, tai(t) ket d’o’r un tomm ma faotr ? »

« Oh nann, ‘meañ, ma feus un tamm plas din ‘h an da gousket. »

« Oh geo, geo, ‘meañ, deus d’an tomm bopred ha d’o’r un tamm kont ganin ! »

« Ya, ‘me hemañ, met skuizh on hag pell on deus ar yêr. »

« Se n’eus ket forzh. Selaou un tamm bihen, me ‘meus un dra bennaket da c’hoûll ganit. Pegement ‘werzhfes da lapous din ? »

« Oh, oh ! Met eñ ‘mañ ket da werzho. Me a c’honea ur bern arc’hant gant hennezh. Ouzhpenn hanter-kant mil lur bemdez ! »

« Ar re-se, ‘me an hani kozh ? »

« Ya ‘vat ! »

« Ya met selaou ‘ta, me ‘ray hanter-kant dit ‘walc’h. »

« Hanter-kant ? Oh, n’an ket. »

« An hanter deus ar priz ‘meus gwerzhet ma eubeul. »

« Oh, ‘meañ, na po ket anezhañ. »

« Ma rofen kant dit ? Gwerzh ‘refes ‘nezhañ din neu’n ? »

« Oh… ya da, ‘meañ, evit kant ‘rin ‘nezhañ dac’h ‘walc’h. »

« Ac’hanta, ‘me an heni kozh, sell. Gwerzh an eubeul ‘h an da reiñ dit ! Ha bremañ da lapous. Lak ‘nezhañ us d’an tan. »

« Ah ya met, ma yontr, ne ra ket ‘met div wech bemdez. »

« Ah nann, ‘me an heni kozh ? Ac’hanta neuhen ‘o gortoet ‘benn arc’hoazh da noz. »

Ha hemañ c’hoûll neuhen :

« Da blec’h c’hallin mont da gousket ? »

« Ah, sell, ar mevel zo aet d’o’r e goñje, kerzh war ar sanailh lec’h emañ bar marchosi, enañ kavi ur plas da gousket, e wele zo enañ. »

Ha Fulup da gousket sur, b’ar gwele.

Met Fulup ne gouska ket pell. A-benn neuzen oa tremen hanternoz a-benn oa aet da gousket, hag abred vanke dezhañ mont kuit pa ‘neva gwerzhet ar vran kant mil lur d’an heni kozh. Adalek ‘na kanet ar c’hôg, tro peder eur pe pemp eur, ha Fulup ha maez, ha trezek ar yêr. An deiz oa komañset da sklaeraat ha Fulup entresek Kallag neuhen, da glask gwin-ardant d’e vamm. Pa oa arri en kêr, a-benn neuhen oa komañset ar stalioù d’erruout, hag eñ da breno ur gamizolenn c’hloan d’e vamm. Prenet ‘niva ur pezh kig-sall. Prenet ‘niva chaosis, pastez, ha neuzen ur voutailhad gwin-ardant. Hag eñ neuzen ‘tresk ar gêr da gad e vamm.

Mes, pa oa savet neuzen, ba ti ar plac’h yaouank, an hini kozh hag an hini gozh hag ar plac’h yaouank, a oa lâret lakaat baelan glas war an tan, da lakaat ar vran. Ar vran a rae :

« Krôa, krôa, krôa. »

« Peta ‘lâr Yann ? »

« ‘Gomprenan ket. »

« Peta lâr Chann ? »

« Met ouian ket peta lâr. »

« ‘hanta ‘h adlakaet belan c’hoazh ‘ta ! »

Ha ‘h adlakaet ar vran. Ar vran derc’he o’r « kroâ, kroâ, kroâg… » Mann ebet.

« ‘Gomprenan mann ebet d’ar loen-se. »

Met neuzen ar plac’h yaouank…

« Peta sinifi kement-se ? » ‘me an heni kozh.

« Hañ met, lâres ar verc’h, deut oa Pipi da welet ‘hanon ‘vit an noz, dec’h da noz, pa oac’h ket bar gêr, ha me ‘ma poac’het ar c’hôg dezhañ. »

« Hañ… c’hwi ‘n heni eo. Amañ ‘vije lâret diñ pa ‘h aen en tu bennaket e vije aet ur yar pe ur c’hôg gant al louarn, met me ‘gred din eo ul louarn daou droad a oa, ha c’hwi Chaned a vije ‘h o’r an dro dezhe pa ‘tae Pipi da welet ‘hanoc’h, difennet mat am oa ne teuche ket an den-se en ti-mañ ken. »

« Ha Janed, ya, ‘mei, met karout a ran anezhañ kement. »

« Ma, lâres he zad dezhi, setu ahe, n’eo ket ‘walc’h, laka(t) ‘hanomp da reiñ gwerzh an eubeul-se d’an den-se a peus graet. Kant mil lur ‘neus koustet ar c’hozh vran-se din ! »

Hag Fulup e-keit-se oa erru er gêr. Hag eñ da zispako an traoù war an daol d’e vamm.

« Oh Fulup peta ‘feus graet, te zo (é)h laerezh un bennaket ? »

« Oh, oh, n’on ket mamm ! Me ‘meus ket laeret den ebet. »

« Nann ? Ha deus plec’h ‘feus bet an arc’hant-se ? »

« Hañ, ‘meañ, deus plec’h ? Me ‘meus tapet un a oa digourdioc’h ‘viton. Met diwar hudu mamm, n’eo ket Fulup ar skañv ‘o graet deuson ken, me zo deut digourdi. Skiant-prenet eo ar gwellañ skiant. »

Mersi bras da Yann-Erwan Plourin evit bezañ sikouret da drañskrivañ ar gontadenn-mañ ha da sevel an notennoù a-heul.

Kontadenn Fulup « ar skañv » oa bet kontet gant Jermen Boutier e-kerzh gouel an Danoued e 1984 ivez. Un enrolladenn a vez kavet war lec’hienn Dastum (skrivañ « Fulup ar skañv » evit kavout anezhi).

Notennoù
• Pas-gloan = pas-fil (e Sant-Servez), passe-lacet / Pasfilañ : faire des ourlets
• E Sant-Servez : diskiñ = deskiñ pe diskouez(añ)
• « Pet’a, emezañ, zo ganit oh lâret… » : Qu’est ce qui te prend de dire…
• « Ma kar dit be(za)ñ bet digourdioc’h ‘fa ket... » : Si tu avais été plus dégourdi tu n’aurais pas… (Cf. Jean-Yves Plourin, Tammoù Gwaskin, 2005, p.291)
• Dont war ar yêr = sa ‘r yêr = d’ar yêr…
• « Paouez ‘walc’h ‘rafet » : Vous arrêterez bien (de crier)
• Kle(w)ioù : socs (de charrue)
• Riñsañ = ripañ, skarzho (Cf. Jean-Yves Plourin, Initiation au breton familier et argotique, 2000, p.211)
• « Met keit-se, (e)wid-se, heñ ‘na gwrae(t) hent » : Mais pendant ce temps-là, malgré tout, il avait fait du chemin
• « Neudenniñ ur park » : Evit miret na vije debret an ed gant an evned, gant lakat un neudenn hir a-hed hag a-dreuz d’ur park. Se ‘jene an evned un tamm (surtout ar re vras : brini, kegined, piked). Met, pa vize moian, ‘vize kaset un bennaket, memes tra, da « eveshaat an ed », ur flech [un lance-pierres] gantañ ba e zorn. Cf. Kanaouenn Janedig. Ba ‘r penn kentañ emañ ar bonom kozh ‘h eveshaat an ed.
• Kouster : Kozhti ? Koustell ? Ur bern keuneud ba lost an ti ?
• Baelan = balan, banal, genêts
• Gwerzh an eubeul : la valeur du poulain