Jean-Daniel Bourdonnay a zo chom e Tregorn, ‘kichen Groñvel. Ur gwenaner eo, gounit a ra mel, pollen ha propolis ivez. Dibabet ‘neus da rannañ ganeomp e soñj diwar-benn ur blantenn a blij kalz dezhañ met ivez… d’ar gwenan evel just… Ar brug ! Selaouit ta !
« Ur plantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ur gronikenn e Pikous Dibikous !
An atersadenn adskrivet :
(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h!)
Adskivet gant sikour Gweltaz Duval-Guen
« Ar brug a zo evidon ur blantenn un tamm arouezel deus Breizh, kreiz Breizh bepred. Plij ra din-me… peseurt mod, gweledvaoù vez gwelet amañ ba kreiz Breizh, dreist-holl ar re b’al lanneier ha taouarc’hegi.
B’ar re-mañ vez ur bern deus ar brug, zo ur blantenn a blij dezhi bountañ barzh douaroù trenk, douaroù re c’hleb hag lanneier sec’h ivez.
Hag ur bern vez gwelet, ha plij a ra din al liv. Cheñch a ra hervez prantad ar bloaz. Ar blantenn-se, ar brug, n’eus roet anv ar menezioù zo tro-dro Rostren, Gourin ha tout, zo Menezioù Du. Klevet ‘m eus se hag plij ra din konto an istor-se, goaran ket ma’z eo gwir met… sañset ba tuchenn eus Saint Jozef, b’an Drinded… sañset e vez graet ar « menez du » deus ar re-mañ, deus an daou venez zo du-se, a-kaozenn d’ar brug just a-walc’h, zo o bountañ, zo du a-walc’h. Ha n’eus nemet se o boutañ war al lann-se.
Ar plantennoù-se, ma peus c’hoant, peus ur bern rummad. Brug « callune », « tetralix »… Pevar pe pemp zo ba Breizh amañ, hag ar mel vez tennet deus ar re mañ a vez disheñvel mik. Tañvaet ‘m eus deus daou vel. Unan, mel « callune » aze zo un tamm evel mel ed-du, gwinizh-du. Hag an hini-se a blij din peogwir eo kreñv spontus, kazi du al liv. Hag blaz ar c’hoad zo barzh kazi, hag plij a ra din hardizh. Hag unan all, ur mel all a ran me, a zo mel deus tu Kraozon, du-se. Ha me gave din eo ur mel brug « tetralix » aze, hag a ro ur mel a zo evel un tamm « fleur d’oranger ». Neuze blaz ar bleunioù ha c’hwezh ar bleunioù ivez zo barzh, hag mat-tre eo, gav din, d’ober traoù lipous « oriental » un tamm.
Neuze en un doare speredel un tamm, lâret e vez ar gwenan eo al liamm etre an neñv hag an douar. Met lâret e vez ivez a blantenn-se eo ul liamm, ivez etre an neñv hag an douar hag se a blij din, bout etre an daou mod-se. Ha bout barzh an aergelc’h-se. Ouzhpenn se ba Breizh, sañset, ar brug zo mat da lakaat ar seblantoù da vont kuit neuze… Neuze gall a ra bout servij evit ar serten tier zo aze, a zo leun a seblantoù
Ha setu… se zo kaoz e plij din ar brug hardizh.
Hag ouzhpenn da se, me gav ar blantenn brav kenañ. Delioù bihan tout zo hag ar bleunioù a zo dic’hortoz. Peogwir barzh un aergelc’h kalet, evel zo barzh al lanneier, n’eus ket ur bern boued barzh an douar… ha trenk eo an douar ha koulskoude e vez difoupet. Dispak e teu ar bleunioù ha kaer, gant livioù brav spontus. Hag se zo un tamm evel ma vije sklêrijenn ba kreiz an noz. Un dra vihan pozitivel barzh an dra bras negativel. Da lâret eo zo dalc’h mat moaien deomp dibab. Ha se an hini eo an alc’hwez… an arouez, a gav din, barzh ar blantenn-se. »
Geriaoueg :
ar brug = la bruyère
taouarc’heg(i) = tourbière(s)
seblantoù = signes de mauvaise augure