N’eo ket tout mont da vakañsiñ war aod ar Vein Ruz ‘pad an hañv, ret eo aozañ darvoudoù ‘vit an dud o chom ‘bar vro a-hed ar bloaz ha plantañ sevenadur Breizh pep lec’h.
Setu pezh mel labour Bleuñwenn Konan, plac’h a Berroz, deuet a-benn da gendrec’hiñ mignoned evit aozañ ur fest-noz bep bloaz e miz Gwengolo e Tavarn Krec’h Beg e Pleuveur Bodou, e traoñ ar Radom mil anavezet.
Setu he neuze o kontañ deomp petra ‘vo ar fest-noz ha peseurt tro-spered a zo gante.
Fest-noz Breizh Inn : TekMao, Le Bour – Bodros, Enora & Ivona, David Pasquet, Raavni.
6e30 – 8 €