En heuliad-mañ e vez komzet deus ar fed e glaskfemp dalc’hmat bezañ an eurüsañ ar gwellañ. Perak ? Peseurt levezon en deus ar gevredigezh warnomp war ar fed bezañ eurüs ? Daoust ha n’eo ket kentoc’h ar c’hoant da chom hep bezañ maleurüs a glaskomp tizhout ? Penaos en ober ?
Tapout amzer da brederiañ
Ha peseurt pouez en deus ar gevredigezh evit lâret d’an dud neuint da vezañ eürus ? Petra eo sell ur psikologour war an dra-se ?
Pa vez ezhomm amzer alies da brederiañ, ar sistem kapitalour a c’houlenn gant an dud labourat ordin hag e c’hell servijout ar psikologour evel un doare da c’hounit amzer. Clement Guillanton, psikologour e Montroulez.
Kalite buhez el labour
Hervez Clement Guillanton, pezh ‘vez anvezet QVT e galleg flour, Qualité de vie au travail, a zo un doare da wareziñ an embregerezhioù war an droug a c’hellont ober d’o implijidi, dreist-holl pa ne glot ket al labour ken gant c’hoantoù an dud.
Dispositif Mon Psy
Kerzh ar c’henfinañ eo bet komzet kalz deus diaester ar re yaouank da c’houzañv pezh a c’hoarveze. Evit soaniañ an holl dirak an enkadenn ha trauma ar bac’hañ eo bet lakaet e plas gant ar gouarnamant an dispositif Mon Psy. Ret e oa d’an dud mont da welet o mezeg evit kaout un ordonañs da welet ar psikologour 8 gwezh digoust. Evit Clement Guillanton, psikologour e Montroulez ne oa ket un diskoulm mat. Displeg a ra perak er gronikenn-mañ.
Galloud ar psikanaliz
Evit bezañ emskiant deus hon frommoù, gouzout n’em azasaat dezho ha chom stabil a walc’h en hon spered e c’hell ar bredelfennerezh, psikanaliz, degas oustilhoù evit tapout pellder war hon tresoù spered ha war hon doare da verañ hon buhez.
Hent ar c’hontroll
Evit gellout bezañ hon buhez ar gwellañ ma c’hellomp ez eus moaien klask bezañ emskiant deus hon doare da vevañ an darvoudoù, an darempredoù ha klask kontrolliñ ar muiañ ma c’hellomp. Mes faota ket krediñ e c’hellomp bezañ mestr war tout hon frommoù kennebeut. Hag eurüs a-walc’h n’hallomp ket mestroniañ tout.