Ne ‘m eus ket graet kalz a hent hiriv… ba’ Rostrenn on chomet evit kejañ gant Nelly Siberil! Ur wezh graet tro ar werjez hon eus ‘n em staliet ba’r gegin gant ar mikro enaouet… Selaouit ‘ta !
« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ar gronikenn zo skignet d’al Lun tro 5e e-pad an abadenn « Avel em fenn ».
An atersadenn adskrivet :
(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)
« Gant Florie, aet omp da welout ar werjez, ha gwir eo bremañ emaomp e miz C’hwevrer hag ar werjez n’eo ket brav peogwir n’eus ket delioù, n’eus ket bleunioù e-barzh ar gwez, met p’an amzer nevez a erru brav spontus eo peogwir, e-barzh ar gwez, zo bleunioù gwenn. Ha spi meump peogwir bleunioù zo, zo frouezh goude ha marteze evit ar bloaz o tont e vo kalz avaloù e-barzh ar werjez, hag an dra-se zo mat evit an holl.
Hag e-barzh hor werjez, gant Michel, lakaet meump nav gwezenn avaloù disheñvel. An hini wellañ evidon zo « Merveille de Poullaouen ». Perak ? Peogwir an avaloù zo mat evel-just. Kalz sukr zo e-barzh, an avaloù zo kalet mad, bras ha ruz. Ha gwir eo ivez, perak « Merveille de Poullaouen » zo plijus evidon ? Peogwir an hini gentañ e oa e-barzh ar werjez, peogwir lakaet ‘m oa e-barzh an toull poch dour Nathan. Nathan zo ma trede mab, ha pa oa ganet, e daou vil unan, ‘m oa c’hoant da lakaat ur wezenn evit lidañ ma mab ha choazet ‘m oa ur wezenn avaloù. Diaes e oa evit ar wezenn-se, peogwir gant ur poch dour e-barzh, ur c’hi zo erruet ha toullet n’eus tro-dro ar wezenn, ha pemp devezh goude gwelet meump ar wezenn war an douar, ouah ! Hag eüruzamant meump gwelet an dra-se, ha lakaet meump diouzhtu e-barzh an toull, met diaes e oa evitañ. Met bremañ brav-brav eo, ha tout an traoù zo mat evit gwezenn Nathan.
Evit ar bloaz-mañ chañs meump bet e kreiz Breizh. D’am soñj, an eost avaloù zo bet brav evit an holl.
Dastumet meump kalz kalz avaloù, tro-dro pemp sac’had avaloù warn-ugent. Ha ret eo debriñ avaloù bemdez a-raok ma vefe distrujet ar frouezh. Eüruzamant Michel n’eus goulennet digant un den : « met penaos ober evit mirout ar frouezh mat ? », hag an den-se n’eus lâret met perak ket ober chug frouezh ?
Klevet meump komz diwar-benn un embregerezh. An embregerezh-se zo Pressi-Mobile. An embregerezh-se emañ o chom er Vouster, ha pellgomzet meump ha gwir eo posupl e oa d’ober chug frouezh gant avaloù. Ha gant an eost avaloù, meump graet hanter-kant kubi, hag e pep kubi a zo tri litrad. Roet meump kalz kubi d’ar re all, ha d’hon familh, d’hon mignoned, ha koulskoude bremañ zo c’hoazh dek kubi ganeomp. Evit echuiñ ar goañv, mat e vo !
Evit hiziv ‘m eus graet ur wastell evit reiñ da Florie, ya. Anv ar wastell-se zo « souezhadenn gant avaloù », gwastell souezhadenn gant avaloù. Penaos ober ? Evit c’hwec’h den, ret eo kemer kant hanter-kant gramm amann, pemp kant gramm avaloù, hanter-kant gramm sukr, daou vi, kant pemp gramm bleud warn-ugent, un tamm holen, ha setu tout. Ret eo tommañ ar forn, termostat c’hwec’h, kant derez ha pevar-ugent. Goude, lakaat avaloù troc’het e-barzh ur plad, tresañ ganto ur rozenn vrav, meskañ an amann blod, ar sukr, ar vioù an eil war egile. Diskenn tamm-ha-tamm goustadik bleud e-barzh, diskenn an toaz war an avaloù hag er forn e-pad pemp munutenn ha daou-ugent. Ha setu tout !
Avaloù zo frouezh sakr evit ar Vrezhonegerien evel-just. Ha pinvidik eo ivez evit ar yec’hed hag ur c’hrennlavar zo gant avaloù : « debriñ un aval bemdez a gas pell ar medisin ». Ha setu tout an traoù gant avaloù. Ha debrit un aval bemdez evit lakaat ar medisin pell. Kenavo ! »
Geriaoueg :
ar wezenn avaloù = le pommier
poch dour = placenta