Keginer-a-vicher eo Tim ha nevez ‘zo en deus skrivet ul levr divyezhek evit displegañ sekredoù kegin, hag a implij plantennoù gouez. Keit e oa o tremen dre Greiz Breizh ‘m eus kavet un digarez evit atersiñ anezhañ. Ha peseurt plantenn ‘n eus dibabet neuze ? Selaouit ‘ta !
« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ar gronikenn zo skignet e-pad an abadenn « Avel em fenn ».
An atersadenn adskrivet :
(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)
« An anv stlañvesk eo e brezhoneg, a vod meur a blantenn a-benn ar fin. E galleg, se zo « plantain », hag a-dreñv an anv-se bez zo ya, div pe deir flantenn marteze, met an hini boutinañ, mije c’hoant da lavaret, a zo « plantago lanceolata » e latin, hag a zo neuze « plantain lancéolé » en galleg. Hag ar blantenn-se neuze, a blij kalz din. Ya, emañ dre holl, n’eus ket ezhomm kasi a-walc’h da glask war he lerc’h. N’eus forzh pelec’h war ur garrezenn geot e vo kavet. Ha neuze se zo brav kwa heñ. Ur blantenn gant un dalvoudegezh vras, met aezet-kenañ da gavout.
Ha stlañvesk a blij din ivez, peogwir eo d’am soñj un anv, en brezhoneg, anv ur blantenn am eus klevet evit ar wech kentañ e-barzh genoù un den kozh. Ha bern anvioù all am eus bet lennet, pe am eus bet klevet gant tud o devoa lennet, fin ne oa ket un treuzkas dre gomz. Hag evit ar stlanvesk eo da vat un treuzkas a ‘m eus resevet dre gomz, gant ur vaouez hag a oa oadet-mat, ha hi oa soñj din pemzek [vloaz] ha pevar-ugent. Ha bremañ eo aet d’an anaon, d’ar bed all. Met, ya d’ar c’houlz-se hi oa kozh-mat. Ha neuze bez e oa ur gouel ba’r c’houerad, e Bro-Dreger, hag e oan en em gavet ganti ouzh taol o debriñ krampouezh, hag hi oa em c’hichen, hag, boñ ‘m eus ket soñj tre ba’n noz, hag e oamp erruet da gomz da stlañvesk. Ha neuze hi da lâr din : « Ah, te oar petra eo anv n’eus al louzoù-se ? » « Ah, nann ne oaran ket. » Hag hi da lâr din, « ah bah se zo ar stlañvesk ». « Heñ heñ, hañ ‘ta, stlañvesk ! », biskoazh n’am boa klevet kement-se. Ha neuze me m’oa ket komprenet kaer petra lavare… « Klañv vesk, stlañvesk, sklañvesk ? ». Vijen ket bet kab, soñj din, da skrivañ ar pezh a lavare.
Neuze evit an dud, marteze o deus c’hoant deskiñ, ober anaoudegezh ha tostaat ar stlañvesk. Stumm an delioù a zo aezet a-walc’h da anavezout ha da gavout, peogwir o deus pemp linenn, pemp roudenn hag a zo kensturieg. Da lâret eo peurvuiañ an delioù o deus nervennoù, a zo un tamm bihan evel gwazhiennoù ar gwad evit an dud, hag aze, nervennoù an delioù stlañvesk a zo kensturiek. Ha peurvuiañ e kaver pemp dioute. Pemp pe seizh, depand a ra, a zo kichen-ha-kichen. Ha se zo kaoz e vez graet ivez diouti « pemp ridenn ». Setu bez zo korn broioù e Breizh-Izel, e lec’h vez ket komprenet ar ger « stlañvesk », met « pemp ridenn » a vez graet deus ar « plantain » neuze. Ha neuze « pemp ridenn », hag e galleg eo ar memes tra : « l’herbe aux cinq coutures » pe traoù evel-se. Neuze a gont d’an dud un tamm bihan ar stumm, stumm he delioù. Ha n’eus ket moaien, soñj din, d’en em dromplañ kwa, peogwir he deus ur stumm hag a zo arouezius, e lârfen, ha n’eus ket he far. Ne gaver ket louzoù all hag a vefe dañjerus, a vefe poezon, hag a vefe memes stumm. Boñ neuze se zo brav kwa, ur blantenn hag a zo madelezhus, hag a zo mat evit kement tra, hag a zo mat da zebriñ, hag ouzhpenn eo aezet da anavezout.
Ha neuze evel, evel keginer e plij din implijout ar stlañvesk kentoc’h pa vez yaouank. Pa vez nevez deuet er maez en nevezamzer, aze eo ar c’houlz gwellañ evit prientiñ, evit fardañ pesto, pe evit lakaat delioù stlañvesk e-barzh ur saladenn bennak. Se zo evit an dud lezirek un tamm a n’o deus ket c’hoant tremen kalz amzer er gegin. Met evit ar re o deus c’hoant ober traoù luzietoc’h un tamm, moaien zo d’ober traoù lipous-kenañ gant delioù stlañvesk. Hag e-barzh al levr am eus skrivet nevez zo, ‘m eus lakaet ur rekipe a blij kalz din, a zo hini ar « paillasson », neuze zo seurt galetez patatez, patatez rasklet. Ha hanter goude ‘vez mesket an dra-se gant tammoù delioù stlañvesk zo bet troc’het munut-munut, hag e vez fritet an dra-se barzh ar baelon ha se zo un teuzar, ul lip e bav evel ‘vez lava. Setu… ha d’am soñj ivez, evit menegiñ ur rekipe all am eus skrivet eo gant fer. Neuze fer a zo « lentille » e galleg, neuze fer ruz, « lentilles corail », e reer ur seurt « dahl » kwa, ur seurt yod, ar chaous gant fer ruz, hag er fin e lakan delioù stlañvesk ivez. Setu, un doare simpl-kenañ da implijout anezho, hag ne santer ket kement-se ar blaz c’hwerv.
Pa vezer bet piket gant un amprevan bennak, pe vefe ur wenanenn, pe ur wespedenn, pe ur voustikenn, e c’heller implijout delioù ar blantenn-se evit sioulaat ar boan hag evit digoeñviñ ivez ar flemmadur. Ha bez e c’hell bezañ implijet delioù stlañvesk a-enep pikadennoù al linad ivez. A-benn ar fin ar stlañvesk a zo mat, dre vras, evit soanial n’eus forzh peseurt kleñved a denn deus ar c’hroc’hen.
Ur blantenn hemostatek eo, e vez lavaret, hag am eus gwiriekaet an dra-se n’eus ket keit-se zo, gant un den a oa troc’het gant ur gontell kegin, hag a oa troc’het da vat. Ha neuze en ur flastrañ, en ur droc’hañ munut delioù stlañvesk hag en ur lakaat war an troc’h, ha neuze a-benn ur pennadig goude e oa stanket ar gwad, setu. Neuze stankerezh ar gwad, stankerezh ar gwad. Setu. Meur a anv, ha m’eus aon bez zo anvioù all c’hoazh ha n’anavezan ket, met an dri-se : stlañvesk, stankerezh ar gwad ha pemp ridenn, a zo an tri anv, ‘m eus aon, a zo ar re vrudetañ. Evit adplantañ, boñ sell aze… Gant plijadur ! »
Geriaoueg :
Ar stlañvesk = le plantain