Breizh dre Radio Kreiz Breizh
Abaoe un dek vloaz bennaket e vez klevet konto muioc’h-mui deus ar glad sevenadurel dizanvez. E 2008 oa bet lakaet Anna Sohier da guzulierez-kêr en karg deus ar PCI (Patrimoine Culturel Immatériel) e Roazhon. Er memes bloaz oa krog un nebeud tud bodet war-dro d’ar gevredigezh Dastum, da labourat evit ma vije lakaet ar festoù-noz war renabl an UNESCO. E 2013 oa bet savet ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité, « gouestlet d’ar broudañ ha d’ar skignañ danvez sevenadurel Breizh hag al liesseurted sevenadurel e pemp departamant Breizh ».
Un daou-ugent vloaz zo bennaket oar krog, e kreiz Breizh, da zastum da vat komzoù tud ar vro, brezhonegerien an darn vrasañ anezhe. Gant Kazetenn ar Vro Plin adalek 1978, ha gant Radio Kreiz Breizh da heul, zo bet enrollet milieroù a bennadoù-kaoz gant brezhonegerien a-bep sort. An dielloù-se zo ur vammenn dihesk, kazi a-walc’h, evit ar vrezhonegerien a-vremañ. E 2013 oa bet numerizet un nebeud mat a gasetennoù gant tud ar gevredigezh Dastum, Ifig Troadeg ha Malik ar Rouz. Hudu-an-deiz e talc’h al labour-se da vont war-raok, dre youl vat un dornad tud, ha bepred gant sikour ar gevredigezh Dastum, krouet e 1972.