Sell amañ ur gontadenn lavaret gant an itron Eujeni Tannou eus Kerstefan e Perroz e 1987. Enrollet e oa bet e-kerzh kenstrivadeg ar C’hredit Mutuel, Kef Kengredit Breizh, e Gwengamp.
Brezhoneg brav ha fonnus a deue ganti, a-wechoù un tamm re fonnus zoken ! N’eo ket sur avat e oa ganet e Perroz rak he brezhoneg a seblant dont eus kostez Kervaria (6 kilometr eus Perroz !), met levezonet gant brezhoneg ar Sklaerder eo bet sur.
RKB-2018-0060
Me eo Ujeni an Dibourvez a zo ganet en Kerfoulet. N’on ket ganet bah (‘barzh) er c’hoad, met en-kichen ar c’hoad on ganet. N’on ket bet savet ‘n ur ribod, met treiñ ar ribod ‘m eus graet en-pad kalz a vloavezhioù. Arri (ai = erru) ‘m a (am boa) seitek pe triwac’h (triwec’h) ‘la (vloaz) pa oa kroget ar big ‘n em (om) skouarn. Se ‘ sinifi en galleg bezañ amoureuse. Ha den n’ selle diouiñ (diouzhin = ouzhin). Ha du-mañ e oa pichoned ! ‘Vijent (e vezent) o rodeal (rodal) o lostoù : “‘teus (n’ac’h eus) ket a gour, ‘teus ket a gour.” Me ouie ‘wac’h (a-walc’h) ‘m a ket a gour ! Met ur marc’h-houarn ‘m ‘a hag un devezh ‘ oa lâret din mont da werzhañ div sklokerez (yar) oa du-mañ n’ouie den oad ‘bet dezhe peogwir ‘ deva (o devoa) kollet o dent. Ha ‘barzh er marc’hadoù (marc’hajoù) e vez klevet ar c’heloioù. Ahe (aze) ‘oa div vaouez gant o c’hôz (c’haoz) :
– Te zo feson skuizh herie (hiziv), Mari-Louiz.
– Ya me oa dec’h ‘n un eured.
– ‘N un eured ?
– Ya, en eured Jan-Ivonig ar Vazh-dreizenn (ar vazh-drezenn).
– Para (Petra) ma Doue, he (a) deus kavet ar “vogedenn” gaezh-se da dimiñ (dimeziñ) ! ? Ret eo lâret n’vo kawet (kavet) chosonenn (chaosonenn) ebet ha na gavo ket he far ! Geo, me vo honnezh, ‘moñ-me (emezon-me), ur c’hlaouenn ‘n om (en em) c’halon pa gleven-se.
– Ya, dimêt (dimezet)… ‘c’h eo dimêt da Fañch an Trebe (Trebez) hag ec’h eont da chom da Blasenn an Oaled. Met honnezh eo plac’h an itriko (itrikoù), goûd ‘ouzout (gouzout a ouzout) penaos ‘deus (he deus) gwrêt (graet) ‘vit kât (kaout) un’ (unan) da dimiñ (dimeziñ) ? E-kostez Perroz, pe n’on ket pelec’h ahe, a zo ur zant pa vez boutet (bountet) spilhoù deañ (dezhañ) en e fri e vez kawet da dimiñ.
Trawalc’h ‘m ‘a (em boa) klevet. Me n’ oan ket bet pell o werzhañ al loened plu-se, un’ (unan) pemp rêl (real) hag eben ur skoed ha me d’ar gêr, o soñjal mont da welet ar zant. Met lâret e oa din pa oan arriet (erruet) er gêr :
– Te, te… amañ zo labour d’ober!
– Ingal eo, ‘moñ-me, ‘benn daou dewezh amañ ‘mañ ar zul ha n’on ket plac’h ar gêr.
D’ar zul (sul), me o kemer ma marc’h-houarn. Betek Barnabaneg ‘c’h anveen (anavezen) an hent met pelloc’h n’anveen ket an hent. Eno ‘c’h aemp da dañsal (zañsal) a-wijo (a-wezhoù, a-wechoù) gant ur pigano-lunatik (piano-otomatik). Ha me o kât (kavout) ur vaouez bord an hent o vêsa (maesa) he buc’h (buoc’h).
– Pelec’h, ‘moñ-me (emezon-me), ‘mañ ‘r zant pa vez boutet (bountet) spilhoù deañ (dezhañ) ‘n e fri e vez kavet da dimiñ ?
– O ! C’hoant ‘teus da dimiñ ma flac’h bihan ? Ma, chañs dit. Met pas da gât (gaout) un amprevan ‘vel ma hini, añ, bet o tisañkaostikañ, n’on ket pet gwech ha dec’h e oa mêw (mezv) adarre, ha pa vez mêw ‘lâr din :
– An ti zo din, ar maez zo dit !
Dec’h bepred (bopred) ‘m a (em boa) lâret deañ pa ‘n devoa (‘n ‘eva) boutet (bountet) ‘anoñ (ac’hanon) er-maez :
– Jañ-Ma’i (Jañ-Mari) !
– P’ra (petra) zo, ‘meañ (emezañ) ?
– Te ‘teus savet da di war ma c’houst ! Te ‘teus savet da di er-maez !
– Chañs dit ma flac’h bihan, (eme ar vaouez din), kerzh diwar hent, ha goude e troi (a droi) en tu-klei (tu-kleiz) betek ar mor hag ahe a gavi (e kavi) ar zant. Me ‘ deuio ganit-te (?).
Gwigourat ‘rae rojoù ma marc’h-houarn, met ingal eo, me ‘m ‘a diskennet gra (grav) ar Sklaêrder buanoc’h evit na ‘c’h a Pariz da Dakar. Ahe ‘m a kavet ar zant (sant), ‘vat, koantik ha brav en e di bihen (bihan). Met e fri oa en mein ha n’ chome spilhenn ‘bet e-barzh. Met goude oan aet d’ar chapel. Ahe oa ur zant en koad bopred (bepred), eñ ‘n ‘ea (devoa) fri ebet ken. Gant-se, n’ oan ket ma un’ gant ar c’hoant da dimiñ heñ ! Me ‘m boa (‘m ‘a) pedet ar zant kaezh-se ken kalet ha mein ken, – gant ar resped d’ar gompagnunezh, –, e kouezhe (a gouezhe) ar brenn deus e benn-a-dreñv. Eizhte (eizhteiz) goude ‘ oa pardon ar Gêr-wenn hag ahe ‘ma kavet (kawet) ma faotr. Ha hennezh a oa o tont du-mañ. N’ gomze ket din deus hent ar bourk ; (e veze) oc’h ober tammoù frotañ din, ur mañig din ur wech an amzer. Met ‘benn ‘ fin ‘m ‘a goûlet (goulennet) gantañ pe ‘ oa e-sell (en-sell, insell) da dimiñ ganin pe n’ oa ket. Lâret ‘n a “ya” din memestra ha (-g e) oamp dimêt d’ar seitek a viz Gwengolo er bloavezh mil nav c’hant pewar ha tregont.
Met ar pezh ‘n ‘a lâret an aotrou maer din n’ oa ket plijet din : ‘oa sañset din-me sentiñ ordinal… pop (pep) hini d’e dro marhat (moarvat), ‘moñ-me !
Met ar pezh ‘na lâret an aotrou person din oa plijet din ‘vat.
– Aet gant ho jugoù (dilhad lous ?) kozh,
Dastumet ho-taou ‘n ho kwele-kloz,
Juget ha muget ha gwintet ar pezh a gerfet (a garfet, a garfec’h, a garfec’h) !
Ha met ‘ta (eta) ! moñ-me.
Goude e oamp aet da chom du-hont ‘mesk ar rec’hell (pl. roc’hell), pas pell deus (eus) Sant-Gireg. Un deiz ‘ oan o vale ‘raok deañ ‘vel-se ‘barzh an antre (en ti moarvat), met se zo gwir, añ !
– Te zo gwrêt (graet) a-dreuz, ‘chat (avat) ! ‘meañ (emezañ).
– N’ poa ket gwelet se c’hoazh, ‘moñ-me, ha ‘c’h omp dimeet pevar bla (bloaz) ‘zo ? Gwashat paotr kaezh, bremañ eo re diwêt (diwezhat) ‘ta. Pa vez prenet ur gazeg pe un ebeulez, dindan bemzete (bemzektez) ma welez he defe toñseged en he zreid, a (e) retornez ‘nei (anezhi) d’he ferc’henn, met me pa zo gleskered pe gweleoù-raned ‘n em (om) re, ‘c’h out oblijet d’ober (d’o’r) ganin ‘vel ec’h (ez) on !
Ahe ‘vije (e veze) barrioù-avel, taolioù-oraj. Goude a domme (e tomme) an heol… evel partout er menajoù.
Met ma zo ur plac’h yaouank bennaket ‘barzh ar sal a gement ha (hag) (he) deus c’hoant da dimiñ, me lâr dezhi mont da welet Sant-Gireg ha ec’h eo sur da gât (gaout) ur pried. Ha ma zo un’ bennaket (bennak) nan (ne, n’, nen, nend, ned) eus ket gwelet ar vro-se, kaerañ bro zo ‘bah (e-barzh) en Breizh-Izel.
Labour kaset da benn gant sikour Gireg Konan. Mersi bras dezhañ !
Notennoù • Dibourvez : dénuement ; être pauvre • Kerfoulet : foulet, prononcer “voulet”, c’est être très occupé • ganet bah ('barzh) er c'hoad : quand on dit que quelqu’un est né dans une forêt c’est qu’il est sauvage et inculte ! • savet 'n ur ribod : élevé dans une maison sale, sans bonnes manières. • kroget ar big 'n em (om) skouarn : quand une fille veut se marier • rodeal (rodal) o lostoù : se pavaner • 'teus ket a gour : tu n’as pas de cour autour de toi ; tu n’es pas courtisée • n'ouie den oad 'bet dezhe : personne ne connaissait leur âge. • Te zo feson skuizh herie (hiziv) : utilization du verbe être et non avoir, avoir l’air fatigué -e • Jan-Ivonig ar Vazh-dreizenn T : Jan-Ivonig ou Jeanne-Yvonne ; ar vazh-drezenn, an drezenn ; la crémaillère • chosonenn (chaosonenn) ebet ha na gavo ket he far : un chausson trouve toujours son equivalent ; trouver chaussure à son pied. • ur c’hlaouenn ‘n om (en em) c'halon : avoir une brûlure au coeur, être blessé –e sentimentalement. • Trebe (Trebez) : trépied • itriko (itrikoù) : trafics, magouilles • goûd 'ouzout (gouzout a ouzout) : souvent, gouzout a rez • rêl (real) : le quart d’un franc • skoed : écu, à peu près, 0,50 € • 'benn daou dewezh amañ : dans deux jours à partir de maintenant • plac'h ar gêr : la personne, ici une femme, qui devait rester s’occuper des bêtes le dimanche, le jour du pardon ou à l’occasion d’un mariage . Pour un homme : paotr ar gêr. • amprevan : insecte, joli surnom ! • disañkaostikañ : désintoxiquer • Te 'teus savet da di war ma c'houst : c’est avec mon argent que tu as construit ta maison ! • kerzh diwar hent : changes de sens • zant T : sant ; saint • gra (grav) : la côte, la montée • e kouezhe (a gouezhe) ar brenn deus e benn-a-dreñv : brenn c’est du son. La tournure veut dire que la statue du saint en ch…ait ! tellement elle l’avait prié. • mañig : petit baiser • Juget -it : pressez / muget -it : agitez / gwintet -it : culbutez. Ainsi parlait monsieur le Curé ! • toñseged : une maladie des sabots des chevaux • gweleoù-raned : amas d’œufs de grenouilles • a gement ha : ici, qui