Gant : Nolwenn Falezan
Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine
Al lip zo mat ! Kronikenn keginañ evit an dud konfinet ! Bep sizhun e vo kinniget deoc’h rekipe ur meuz bennaket da fardañ buan hag aes ! Hudu e vo graet ur c’hlafouti gant bananez ha chokolad, gant sikour Nolwenn deus Pederneg !
Klafouti per chokolad (met hep per ha gant bananez)
200 gramm chokolad – 2 berenn (pe 2 vananezenn) – 1/4 litrad laezh – 3 u – 75 gramm sukr – 50 gramm bleud – 1 meudad holen – amann evit lardañ ar plad.
- 1. Tommañ ar forn 200°C (Th 6).
- 2. Lakaat ar chokolad da deuziñ mod « bain-marie ».
- 3. Torriñ an uioù ha meskañ anezhe gant ar chokolad, lakaat ar sukr ha meskañ en-dro, memes mod evit ar bleud hag evit achuiñ gant al laezh. Ouzphennañ ur meudad holen ha meskañ en-dro.
- 4. Lakaat ar meskaj e-barzh ur plad lardet gant amann. Troc’hañ ar frouezh a-dammoù ha sklapañ anezhe un tammig pep lec’h b’ar plad.
- 5. Lakaat da boazhañ 20/25 munutenn.