Yezhoù ar vugale

Yann-Ber Piriou, kelenner ha skrivagner, a zifenn ar brezhoneg mes ivez pinvidigezh an holl yezhoù deus an holl pobloù. Kelenner war ar saozneg, skrivagner e brezhoneg hag e galleg, komz a ra deomp deus e liamm dezhañ gant ar brezhoneg hag gant ar barzhoniezh pa oa bihan ha perak e tle ar vugale gouzout meur a yezh.
Barzhoneg : Raksrid al levr barzhoneg « Bord an oabl » gant Louis-Jacques Suignard, skrivet gant Yann-Ber Piriou ha lennet gant Louis-Jacuqes Suignard

Troidigezh

Ar varzhoniezh a ro tu d’un den da lakaat war baper ar pezh a c’hell bezañ start da lâret a-wezhoù, start da eskemm gant ar reoù all. Yann-Ber Piriou a gomz deomp deus an droidigezh-mañ : troidigezh ar santimantoù dre skrid ha troidigezh ur barzhoneg e meur a yezh.
Barzhoneg : « Pourquoi n’écrivez-vous pas en français » tennet deus al levr « Kestell-traezh evit kezeg ar mor » gant Yann-Ber Piriou, lennet gant Liliane Thoraval.

Troidigezh II

Kendalc’homp gant sujed an droidigezh gant Yann-Ber Piriou, skrivagner liesyezhek. Hemañ a zispleg perak eo fromet muioc’h gant ar ger tan e brezhoneg evit gant ar ger feu e galleg, ha penaos e ra evit treuzkas santimantoù ken kreñv e meur a yezh.
Barzhoneg : Yann-Bêr Piriou a gan ul lodenn deus ar ganaouenn « Spered an tan », bet skrivet gant Pêr-Jakez Helias ha lakaet en sonerezh gant Polig Montjarret.

Liamm ar sonerezh gant ar barzhoniezh

Yann-Ber Piriou a zo ur skrivagner a vro-Dreger. Bet o vevañ e Kaledonia Nevez ‘pad e vugaleaj, kontañ a ra deomp penaos eo deuet ar varzhoniezh dezhañ. Dre kanaouennoù e dad e brezhoneg hag e galleg eo bet kizidikaet d’ar c’han, ha dre-se, d’ar barzhoniezh.
Barzhoneg : Barzhonegoù verr tennet deus levr Yann-Ber Piriou « Kestell-traezh evit kezeg ar mor » lennet gant Liliane Thoraval

Les lais bretons

Evit kaout d’ober gant ur yezh eo mat gouzout eo bet ar yezh-mañ implijet en ul lennegezh uhel gwechall. Evit ar brezhoneg, eo bet « les lays bretons » skouer ar werzhaoueriezh brezhonek. Yann-Ber Piriou a oa kelennet e Skol-Veur Roazhon II ha komz a ra deomp deus ar skridoù-mañ.
Barzhoneg : « Mab ar c’hog » tennet deus al levr « Kestell-traez kezeg ar mor » gant Yann-Ber Piriou, lennet gant Liliane Thoraval

Yezhoù en arvar

Penaos treuzkas d’ar re yaouank kuriusted ar yezhoù vihan ? Yann-Ber Piriou a gont deomp pegen pouezus eo da vab-den derc’hel an holl yezhoù. Bet o vevañ e Kaledonia Nevez, heuliet ‘n eus istor ar yezh Kanak. Reiñ a ra deomp e sell war stad ar brezhoneg hiriv an deiz.
Barzhoneg : Ur barzhoneg skrivet ha lennet gant Yann-Ber Piriou ha n’eo ket bet embannet.

Mont pelloc’h gant ar yezh dre ar varzhonegoù

Petra eo rol ar barzhoniezh ‘ba buhez un den ? Perak emañ ken pouezus evit lod skrivañ barzhonegoù ? Yann-Ber Piriou, skrivagner barzhonegoù ha bet kelenner e brezhoneg a gont deomp an interest a c’hell kaout an nen da skrivañ barzhonegoù ha da vont pelloc’h en ur yezh.
Barzhoneg : Ur barzhoneg bet skrivet ha lennet gant Yann-Ber Piriou ha n’eo ket bet embannet.

Skrivañ barzhonegoù

Yann-Ber Piriou a gomz deomp deus e douetañs pa skriv barzhonegoù hag e mod da labourat. Barzhonegoù verr a blij dezhañ ha kontañ a ra pegen pouezus eo evitañ anavezout reoù ‘zo dre eñvor evit sioulaat e vennozhioù du. Moutig, e gazh a teu d’ober un tamm tro ivez.
Barzhoneg : Ur barzhoneg bet skrivet ha lennet gant Yann-Ber Piriou ha n’eo ket bet embannet.

Barzhonegoù stourm Añjela Duval

« Défense de cracher par terre et de parler breton » a zo ul lvr barzhonegoù stourm, skrivet gant meur a hini, e brezhoneg hag e galleg, bet renablet gant Yann-Ber Piriou e 1970. Ul levr pouezus evitañ peogwir, pa oa distroet deus Kaledonia Nevez, en doa c’hoant cheñch penn d’ar vazh da geñver an dismegañs a veve an dud war ar maez da geñver o sevenadur hag o mod bevañ. Hag un nebeut barzhonegoù el levr a zo bet skrivet gant Añjela Duval.
Barzhoneg : « Diskar ar c’hleuzioù » gant Añjela Duval, bet skrivet e 1967 hag embannet el levr « Défense de cracher par terre et de parler breton ».

Dizoloeiñ barzhonegoù Añjela Duval

Pa oa distro Yann-Ber Piriou deus Kaledonia Nevez en doa bet c’hoant mont da welet ur bern brezhonnegerien.ezed ampart. Ur beleg deus ar C’hozh Marc’had en doa komzet dezhañ deus ur plac’h a skrive kalz a varzhonegoù. Setu neuze Yann-Bêr Piriou, bet gant e velomoteur betek Traoñ an Dour ha graet anaoudegezh Añjela Duval.
Barzhoneg : « Ar roñfled » gant Añjela Duval, skrivet e 1964 hag embannet el levr « Défense de cracher par terre et de parler breton ».

Barzhonegoù-deiz Añjela Duval

Perak eo ken brudet Añjela Duval ? Petra he deus dihunet ‘ba spered an dud ? Al liamm d’an natur ha d’he labour, a reponst Yann-Ber Piriou. Petra oa ar stourm evit ar brezhoneg d’ar c’houlz-se ? Penaos e veze bevet gant an dud an dismegañs a veze war o mod bevañ ? Marteze eo bet se ivez labour Añjela, degas barzhoniezh ha braventez da mod buhez an dud war ar maez e Breizh, er bloavezhioù 1970 hag hiriv an deiz c’hoazh.
Barzhoneg : « Barzhonegoù-noz, barzhonegoù-deiz » gant Añjela Duval, skrivet e 1966 hag embannet e levr Yann-Ber Piriou « Défense de cracher par terre et de parler breton »