Gant : Nolwenn Falezan
Ur bloaz ha kant eo bet Mari Dagorn war an douar. Kano ‘rae leizh a sonioù, traoù kozh. Intañvez oa abaoe ar bloavezh 1915 ha kazi sur ‘neva disket he c’hanaouennoù a-raok marv he gwaz er brezel. Ouzhpenn ur wech oa bet enrollet Tintin Mari gant Daniel Yekel ha Despunerien Bro C’hlazig, abaoe an dro gentañ, e miz Ebrel 1979.