Gant Isabelle Caignard emaomp en ur vilajenn deus Karnoed. Isabelle a ginnig atelierioù evit treuzkaz traoù d’an dud, da skouer penaos ober paneroù gant plantennoù glas, kutuilh gwinizh ha gwinizh du, ober bleud, fardañ bara ha krampouezh, pe c’hoazh liorzhañ hag implijout teknikoù evit mirout legumaj. Kinnig a ra meur a blant evit hon abadenn. Peseurt plantenn a vo hiriv ? Ar stagerez! Selaouit ta !

« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ur gronikenn e Pikous Dibikous !

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h!)

Adskivet gant sikour Gweltaz Duval-Guennoc (mersi bras!) :

« 

Ar stagerez pe karantez. Karantez abalamour e chom staget.
Ya se zo ur blantenn, e galleg « le gaillet blanc » [gaillet gratteron] ‘m eus aon, ar stagerez.
Ha neuze tout ar plant a stag deus an dilhad ha deus al loened ha memes ar greun just a-walc’h, fed pas eget ar greun, pe ar freuz a zo war-lerc’h ar fleur, a stag deus an dilhad ha surtoud deus blev al loened. Hag e mod-se ar greun a vez treuzkaset d’ur plas d’egile evit ma vije ar blantenn-se un tamm bihan partout. Hag a-wechoù eo torr-penn kar dont a ra ba’ plasoù peus ket c’hoant da velet anezhañ.
N’eo ket ur blantenn dañjerus met torr-penn eo. Bar’ gwez avaloù a-wechoù e teu da skoachañ tout ar plant kar a-hend-all e vint mouget. Met ur blantenn vrav eo evit ar fed-se.
A-hend-all ya, moaien zo da zebriñ tout ar blantenn. Ar blantenn zo mat evit al loened met memes evit an dud zo moaien da zebriñ an delioù nevez ba’ nevezamzer. Un tamm bihan eo c’herv. Moaien zo da lakaat anezhe da virviñ b’an dour ha war-lerc’h jetañ an dour hag adtap an delioù bet bervet e mod-se, ha lakaat anezhe b’ar vioù d’ober ur rekipe bennaket evit debriñ anezhe.
A-hend-all ar greun a vez debret gant al laboused ivez. Ha memes me m’oa ur yar a blije dezhi hardizh greun ar stagerez, greun karantez. Ouian ket sur a-walc’h zo un dra bennak hag a zo mat barzh ennañ kar klask a rae hardizh, diouzhtu pa wele ar greun-se, diouzhtu oa sot gant se. Met abaoe ‘m eus yer all ne blijont ket re, neuze se zepand eus ar yer. »

Geriaoueg :

ar stagerez = le gaillet