Hiriv emaomp gant Marzhin Guihard e Ti ar C’hoadoù er Chapel-Nevez. Deus Brest emañ met amañ e labour evel buhezour natur. Ha peseurt plant ‘n eus dibabet da ginnig deomp neuze ? Hum, hum, selaouit ta !
« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ur gronikenn e Pikous Dibikous !
An atersadenn adskrivet :
(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)
« Dibabet ‘m eus an iliav ! Bez’ eus un nebeut traoù da ginnig war he fenn. Da gentañ-tout mad eo goût eo ur plant e vez anvet deus ar re badus, gant delioù padus da lâret eo, ne goll ket he delioù e-pad ar goañv, chom a ra an delioù warni e-pad tout ar bloaz. Ha kreskiñ a ra atav. Evel-just ne gresk ket ken fonnus e-pad ar goañv peogwir n’eus ket kement a sklerijenn, ha neuze ne c’hall ket ober ar fotosintezen ken efedus met kendalc’h a ra. Gwelet e vez alies an iliav o kreskiñ el lec’hioù a zo teñval a-walc’h, da lâret eo an iliav ‘n eus ket ezhomm da vezañ er sklerijenn kement. Gall’ a ra kreskiñ e-unan.
Un dra all war an iliav, lâret hon eus bremaik e oa an delioù teñvaloc’h deus an iliav ha neuze n’he doa ket ezhomm kement a sklerijenn, met n’eo ket gwir penn-da-benn. Pa vez an delioù, da skouer e penn ur wezenn, aze e vezont kaji sklaeroc’h. Seul sklaeroc’h an delienn, seul aesoc’h ar fotosintezen ha seul muioc’h ar gouloù ‘vez tapet, ha neuze gall’ a ra kreskiñ. Hag a-wechoù ‘vez kavet war an iliav, alies unan dre vrankenn, un delienn aour. Petra eo un delienn aour ? Un delienn aour a zo un delienn melen hag a zo deuet e penn ar gwez. Se zo un tamm kevrin an iliav. Ouiomp ket re perak ‘ra an dra-se. Ar skiantourien a vije gouest da lâr. Me n’on ket evit bezañ skiantour, me zo kentoc’h evit lezel an ijin da vont ha neuze aze ne larin ket deoc’h perak e ta un delienn melen, deoc’h c’hwi da glask, m’ho ‘peus c’hoant goût.
Klevet e vez ivez mojennoù war e benn o laret « Hoooo, ober a ra droug d’ar gwez ! ». Ar pezh n’eo ket gwir tamm-ebet. An iliav a gresk war ar gwez, ne vo ket d’ober droug dezhañ. Implij a ra nemet ar gwez evit kreskiñ. Neuze, lâret e vez, deus ar spesad ar plant o krapat. Bez eus ur plant all o krapat, hag he a c’hall ober droug d’ar gwez un tammig, ar plant gwezvoud e vez lâret, gwezvoud a zo « chèvrefeuille », ma welit matreze pa ‘her da bourmen aze er c’hoat e vo tu sellet, bez eus gwez o deus kresket hag o deus un tamm ur stumm evel ma vijent bet mouget. Ar gwezvoud eo, o kreskiñ, ‘n’eus stardet ken ar gwez hag ‘n eus ket gallet kreskiñ, ha zo bet graet un doare merk warno, merkoù o treiñ. Ar gwezvoud a ra se hag an iliav a vez alies faziet. An iliav ne ra ket se tamm ebet, pignat a ra hag implij a ra ar gwez evit kreskiñ. A-wechoù e c’hell sikour zoken, peogwir gwez hag a vije un tamm bresk, a vije dalc’het gant an iliav.
Ma vez aloubet penn-da-benn ur wezenn gant an iliav, talvezout a ra peuralies eo dija marv ar wezenn ha neuze n’eo ket deuet da benn da kreskiñ ken. An iliav a implij anezhañ evit bevañ. Ha setu dre vras. An iliav a zo ur plant a plij kalz kalz din, ha laouen tre on da ginnig anezhi ar mintin-mañ. »
Adskrivet gant Marilia Petite
Geriaoueg :
an iliav = le lierre
gant delioù padus = à feuillage persistant
Frond-où = arôme-s
Freuzañ= broyer, déchirer
Fonnus= rapidement, abondant
Ar gwezvoud = le chèvrefeuille
Mougañ= étouffer
Stardañ= serrer