Ne vo ket deus dorioù-digor ar skolioù Diwan e fin ar sizhun-mañ. N’hallo ket ar familhoù bezañ digemeret e-barzh an tier-skol diouzhtu. Pep skol a gavo ur mod bennaket da vont e liamm gante, dre ur skramm, pe dre bellgomz, peotramant dre lakaat emgav diwezhatoc’h. E miz Ebrel pe e miz Mae e c’hallfe bezañ kaset an devezhioù ma vo digoret klejoù ar skolioù Diwan d’an dud hervez Nolwenn Horellou, en karg deus ar c’hehentiñ e-barzh Diwan.
Bet omp oc’h ober un dro e skol Diwan Plounevez-Moedeg da gontañ kaoz gant Kristof Marquier, mestr-skol eno.
E-kerzh ar gaoz e vo komzet ivez deus ar stourm evit rastelliñ arc’hant gant ar skolioù Diwan bep miz kazi a-walc’h. Ha war ar stourm tenn kaset abaoe bloavezhioù evit ma vo paeet ar forfed skol da Ziwan gant parroujoù ar vro. Lezenn ar ministr Blanquer diwar-benn ar skol n’he deus ket rediet ar parrouzioù da baeañ ar forfed skol-se da Ziwan. Hudu-an-deiz ne vez ket roet dre ret met a volontez vat nemetken dre ma n’eus redi lezennel ebet. Anat deoc’h emaomp pell pell deus ar sammajoù gortozet…
Me zo bet e Plounevez… ur ganaouenn vrav gant re ar skol-vamm e skol Diwan Plounevez-Moedeg !