M’emaoc’h o chom e Rostrenn, marteze e anavezit Michel Simon. Michel a oa skolaer er skol diyezhek e-pad bloavezhioù, ha plij a ra dezhañ liorzhañ. Emañ o vont da zisplegañ deomp penaos gounit ur spesad legumaj na vez ket gwelet ken ba’ hol liorzhoù hag a c’houlenn un tamm muioc’h a basianted evit boaz : an asperjez ! Selaouit ta !
« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ur gronikenn e Pikous Dibikous !
An atersadenn adskrivet :
(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h!)
« Dibabet ‘m eus komz dac’h deus an asperjez kar bremañ n’ eus ket kalz a dud a ra se ba’r vro d’am soñj. Dedennus eo ivez kar ur blantenn ispisial ‘walc’h eo memestra. Se zo diaes, diaes eo da gaout dija. Kar bremañ e ran kalz a jardin, kalz a legumaj am meus evel-se hag em boa c’hoant da gaout asperjez ba’ ma jardin. Me ‘m boa lakaet ba’ ma soñj bremañ ‘zo c’hwec’h pe seizh vloaz zo, ‘m boa soñjet o’r se ha ‘m boa klasket penaos o’r neuzen… Pa ‘vez klasket ‘vez kavet, ha ‘m boa kroget neuzen, ‘m boa prenet plant ha war-lerc’h ‘oa ret plantañ ‘ne. Ha se zo un afer all kwa.
N’eo ket plant ‘vez prenet ‘benn ar fin, met gwrizioù kwa. An asperjez ‘vez gwerzhet souchoù bihan ‘benn ar fin a vez lakaet ba’n douar. Setu da gentañ tout ‘vez ret dac’h o’r ur pezh toull, toullañ ur pezh foz, tregont sañtimetr donder d’an nebeutañ, tregont sañtimetr ledander, ha war-lerc’h an hed etreze hervez ar plant ho peus. Ha pa pez graet, toullet ar foz, lakait un troc’had teil er foñs. Ha war-lerc’h lakait un tamm douar war lein. Ha bep gwech e lakait ur wrizienn, e lakait un tamm bos douar, ‘vel pa ‘vez ur bos douar goz aze. ‘Vel se e ledit ar gwrizioù war lein ar bos douar evel-se. Ha lakait tout ho plant evel-se ivez ‘barzh ar foz. Ha p’emaint lakaet ganac’h tout, mat neuzen, adpakit tout an traoù, adpakit tout barzh’ an douar, kar ar souchoù ‘vez goloet penn-da-benn. Ha goude neuzen memes e vezont douaret betek tregont a-wechoù daou-ugent sañtimetr uheloc’h c’hoazh evit rez an douar. Setu ‘benn ar fin ur blantenn en em adkav kazi ‘walc’h, ale kazi daou-ugent sañtimetr ba’n douar, tregont / daou-ugent sañtimetr ‘mañ ar souch ‘ba’n douar. Hag aze e laoskit ‘ne.
Ha se ‘vez plantet ‘pad ar goañv, ha war-lerc’h ba’n nevez-amzer neuzen ‘h a da gregiñ da vountañ. Met ar bloazioù kentañ n’hallfet ket dastum mann ‘bet kar dija pa ‘pez plantet ar souchoù ‘vezont arruet daou vloaz dija ‘poa prenet ‘ne. Kar graet ‘m eus bet ivez ma-unan souchoù diwar greun, greun o deus bountet evel-se e-barzh ar jardin, ‘m eus laosket ‘ne da vountañ ha goude ‘m eus plantet ‘ne don ‘ba’n douar ‘vel-se ha beñ ‘vez ret gortoz, daou vloaz, tri bloaz. Sañset n’hallit ket dastum asperjez a-raok pevar bloaz. Met boñ an drivet bloaz dija pa ‘pez lakaet ur wech ‘pez c’hoant d’ober un teñva memestra setu ‘tapit un nebeut a bodoù da dañva da wel’ ma int mat. Kregiñ a reont da reiñ da vat da pevar bloaz. Ha goude ar souchoù ‘vel-se zo o vont da reiñ ‘pad ugent vloaz. Ar souchoù a chomo ba’n douar.
Bep bloaz, ‘vez ret adkempenn an douar kwa ‘benn ar fin, adsevel ar bos douar a-us dezho, delc’hen ‘ne propr. Lakaat un tamm teil war-lein an douar ‘vel-se se zo ‘vont da binvidikaat o douar dezho ivez. Hag evel just me ‘lakan ket “engrais” peogwir me ‘ra ma draoù bio tout. Setu. Hag aze d’ar goañv ‘vez adgraet ar boz douar, ha vezont laosket da gousket evel-se. Ha se neuzen ‘grogo da vountañ ba’n nevez-amzer. Ba’n nevez-amzer ‘h it da wel boutoù o tont ‘maez kwa. Ha p’emañ ar boutoù o tont ‘maez, aze ‘mañ ar mare da droc’hañ ‘nañ (anezhañ). Setu ‘vez ret dac’h toullañ un tamm ba’ treid ar bout ‘vit mont da glask ‘nañ ‘b’an douar, ‘vez mont da dorro ‘nañ ‘ba’n douar.
Ha serrit ‘ne boñ, pa vezont ket ‘met pevar bloaz marsen ‘vez ket klask da gentañ. Me ‘m boa plantet naontek plantenn ‘m boa lakaet, setu, ‘pez ket naontek bout bemdez, ‘faota ket soñjal se, ‘vounta ket ken buan ‘se. Hag ouzhpenn ‘se me ‘m boa ket lakaet bachoù na mann ‘bet war-lein, setu e vountont, pa vez tomm an amzer e vountont. ‘Hend-all, ‘vez ret gortoz, evel-se eo. Ha pa ‘ta ar bout ‘maez e troc’hit ‘nañ. Ha pa ‘m bez arru (=aï) pemp pe c’hwec’h bout, a-wechoù, met a-wechoù e serrit nav pe dek bout bemdez, se zo hervez an deizioù, hervez an dommder. Neuze e vez gallet debriñ ‘ne!
Met ma ‘vezont ket, ma ‘pez ket ‘met daou pe dri bout, me ‘laka ‘ne ba’ ur bes(t)el gant dour. Dour met just gleb ‘foñs ar bes(t)el ha lakan ‘ne ledet e-barzh ar bes(t)el, hag evel-se e chomont mat-tre e-pad daou pe tri deiz. Ma ‘vez ket trawalc’h a boutoù ‘vit o’r ur pred, ‘vez ret gortoz un tamm. Ha neuzen pa vez arruet trawalc’h d’ober ur pred ‘vez graet ur boazhadenn deuse, ha ‘vit poazhañ ‘ne neuzen, me ‘boazha ‘ne ba’n dour. Boñ tu zo o’r ‘ne ba’n aezhenn ivez. Met boñ, me gava ‘ne mat b’an dour.
Bout ‘ra daou sort a asperjez, bout ‘ra ‘re gwenn ha bout ‘ra ‘re mouk un tamm aze. Boñ me ‘m boa lakaet ar re gwenn, met boñ n’eo ket strikt, mat int tout. Met pezh eo ret d’o’r eo pa vezer o tastum ‘ne eo dastum ‘ne just p’emañ o fri o tont ‘maez an douar kwa. Kar war-lerc’h pa vezont arru pemp, tri pe bevar sañtimetr, memes pemp, tri pe bevar sañtimetr ya, uheloc’h ‘vit an douar ‘benn neuze e teuont kalet kwa, ‘vezont ket mat ken. Ah ya, ret ‘vez debriñ ‘ne just ‘tont ‘maez an douar kwa. Aze vezont ar gwellañ. Setu. Se oa an asperjez ba’ ma jardin!
Geriaoueg :
gwrizioù = des racines
donder = de profondeur
ledander = de largeur
ar foz = la tranchée
un troc’had = une couche
bountañ = pousser
teñvañ = bourgeonner
kaletaat = durcir
poazhat = cuire
diwanañ = pousser / germer