Just e-kichen Karaez emaon hiriv, e Plounevezel. E darempred e oan gant Gweltaz abaoe un nebeud amzer dija rak reiñ a ra din sikour evit adskrivañ an atersadennoù war lec’hienn RKB ! O krouiñ un anaouder mouezh emgefre, « un système de reconnaissance vocale », evit ar yezh brezhoneg emañ zoken… Ha tout-se evit ar blijadur! Barrek-tre eo gant an urzhiataer… Met laouen eo memes koulz o vevañ trankilig, d’un doare simpl-tre e-kreiz an natur war e dachenn en un ti bihan savet gantañ. Ha diwar-benn peseurt plant a zo tro-dro dezhañ e vo komzet hiriv neuze ? Selaouit ‘ta !
« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ar gronikenn zo skignet d’al Lun tro 5e e-pad an abadenn « Avel em fenn ».
An atersadenn adskrivet :
(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)
« Dibabet ‘m eus komz diwar-benn ar balan, peogwir n’eo ket bet komzet c’hoazh diwar-benn ar balan. Ne vez ket komzet kalz diwar-benn ar balan e gwirionez, peogwir n’eo ket ur blantenn talvoudus-tre lâromp, talvoudus e keñver al labour-douar kwa, traoù evel-se… Padal eo brav-tre, hag e vez plantet anezhi ivez evit he braventez, e gwirionez. Karget eo gant bleunioù e-pad an hañv ha tout, neuze eo brav-tre. Kavet e vez livioù disheñvel ivez, melen… Ar melen zo a liv a vez gwelet ar muiañ a-benn ar fin, al liv naturel, met bez ez eus ivez reoù all : melen ha ruz ‘m eus gwelet, ha gwenn. Liv gwenn ‘vez kavet e-barzh ar « pepinières ». Setu, boñ ar re ‘m eus ar ger n’int ket bet prenet, kresket o deus en un doare naturel, hag aze emaint… penaos… ho ti eo amañ ivez kwa.
N’eus ket pikoù nann, kavet e vez pikoù kentoc’h war al lann. Alies e vez kavet al lann e-kichen ar balan, an div blantenn-se a zo mignon bras. « Je ne pique pas » (= »genêt pique pas »). Ah ouais, evit nompas meskañ gant al lann, OK.
Hag eo ivez un arouez un tamm eus Breizh, n’ouzon ket perak met boñ, gwir eo aze e vez gwelet e-leizh, war bord an hent ha tout, lec’h benn ar fin vez ket, vez ket fiñvet an douar e kresko en un doare naturel, hag int laouen-tre pa ne vezont ket direnket evel-se. Plij a ra dezho douar pinvidik memes tra, un tamm trenk d’am soñj, evel amañ. Ha pinvidikaat a reont ivez an douar, evel emaint deus familh ar piz, ar « fabacées ». Ho kwrizioù, benn ar fin, a bak an azot hag a goude a rent an azot d’an douar pa varvont. Neuze plijout a ra dezhi douar pinvidik, ha pinvidikaat a ra an douar ivez.
Aze laosk a ran anezhi da greskiñ memes e-kreiz va liorzh legumaj peogwir, benn ar fin, e harz an avel. Goudoriñ a ra un tamm ar plant zo e-kichen. Kavout a ran dedennus kaout plantennoù gant mentoù disheñvel kichen-ha-kichen. Hag ar balan a zo bras a-walc’h, kresk a ra betek tri pe pevar metrad memes. Ha neuze benn ar fin, evit goudoriñ un tamm al liorzh kwa, hag lakaat un tamm un aergelc’h janglenn barzh al liorzh, peogwir eo brasoc’h egedout.
Ar balan, perak eo anvet ar balan ? Sañset eo anvet « balan » peogwir e veze graet balaennoù ganto gwechall-gozh. N’ouzon ket ma’z eo gwir, hervez internet eo gwir, met boñ, n’em eus ket a balaenn e balan, met kavout a ran se un tamm iskis, peogwir d’am soñj ma vefe implijet ar balan evit skubañ e vefe muioc’h a dammoù balan sec’h e pep lec’h eget poultrenn skarzhet benn ar fin. Boñ n’on ket sur, n’em eus ket klasket, met d’am soñj efedusoc’h eo ar plouz pe ar segal evit tapout poultren.
Marteze e veze graet krampouezh war ar billig a-raok o lakaat tan gant ar balan. Se zo posupl peogwir kemer a ra tan buan-tre e-barzh ar balan, ken skañv eo ha ken… ha sec’h a ra buan-tre ivez.
Un implij hengounel eus ar balan a oa evit ober toennoù soul ivez. Toennoù soul a zo « chaume ». Met n’eo ket ken solut hag ar segal evit ober toennoù soul, neuze ne bade ket pell-tre siwazh, marteze d’am soñj e pade tri pe pevar bloavezh nemetken. Klasket ‘m eus ober un doenn soul a-us va frivezioù aze gant balan, gwechall-gozh, met goude tri bloavezh e oa aet kuit pep tra. Nann, n’eo ket solut a-walc’h. Met gwelet ‘m eus se e mirdi ar bleiz [ekomirdi kentoc’h] e Kommanna, da skouer, e vez graet c’hoazh lochoù evit al loened evit sevel mogerioù soul, mogerioù doare soul gant balan. Plezhet e vezont pa ‘z int glas c’hoazh, peogwir ur wech ma’z int sec’h n’eus ket tu… n’eus ket tu fiñv anezho ken, re vresk int. Neuze plezhet e vez keit ha ma ‘z int glas c’hoazh, tro-dro d’un tamm koad a-benn ar fin, hag se a ra mogerioù skañv met mat a-walc’h evit al loened.
Ne vez ket diwallet diouzh ar balan kalz gant an dud siwazh, etrezek gant ar varzhonegourien, met spi am eus e vo taolet selloù bremañ gant an dud war ar blantenn kaer-se. »
Geriaoueg :
ar balan = le genêt
toenn soul = toit de chaume
plouz = paille
segal = seigle