Hiriv emaomp gant Anne-Laure Nicolas ba’ Eko Domani Koad an Barz e Melioneg. Amañ e labour asambles div gevredigezh ha daou embregerezh evit sevel ur bed disheñvel dre un doare all da labour. Hag unan deus obererezhioù ekonomikel zo tro-dro ur gwez… Met peseurt gwez neuze? Ar bezv! Selaouit ta!
« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ar gronikenn zo skignet d’al Lun tro 5e e-pad an abadenn « Avel em fenn ».
An atersadenn adskrivet :
(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h!)
Adskivet gant sikour Gweltaz Duval-Guennoc (mersi bras!) :
« Demat d’an holl! Hudu emaon [o vont] da gomz war ar gwez a zo pep-lec’h tro-dro ganeomp e kreiz-Breizh : ar gwez bezv.
Krog omp an abadenn tro-dro ar gwez bezv e Koad Barzh, e 2015. Peogwir e oa kalz [a] gudennoù gant ar gwez avaloù sistr, sellet em eus tro-dro din evit kavout un diskoulm. Kroget on gant kontañ ar gwez bezv e-barzh ar c’hoad ha lec’hioù gleb. Abaoe [ar] bloavezh[ioù] ’70 e vez dilaosket al lec’hioù gleb er C’hreiz Breizh. Goude bezañ labouret an douar e kresk da gentañ ar gwez bezv.
Evaj buhez an nevezamzer. Dour ar plant-se a zo drenez{?} korf, dieubiñ a ra pristinioù{?} ar c’horf bet berniet e-pad ar goañv. Sikour a ra kontañ an trenk e re. Azasaat{?} a ra gweñvet{?} an askorn ha skoazellañ a ra moanat{?} ar c’horf o raskañ{?} al lard{?} marv{?}.
Evit dastum an dour bezv ret eo ober un toull e-barzh kef ar gwez. Arabat mont re don ! Diouzh un devezh e c’hell bezañ betek 200 litrad a bign nec’h ar wezenn. Dastum a reomp bemdez. Da skouer e 2021 hon eus dastumet muioc’h [eget] 6000 litrad.
Labourat a reomp gant ar C’hebekad, tud deus Kebek, evit an teknikoù hag ar chimik{?} rak e Bro-C’hall e chom an eost dour gwez ur marc’had bihan, hag an titouroù diaes da gavout. Ouzhpenn-se n’eo ket anavezet an dour bezv evel ur produadur [eus] al labour-douar.
Abaoe daou vloaz, evit pinvidik[aat] hol labour, e reomp dour bezv lakaet e go (« lakto-fermenté »). Emañ zo c’hoazh gwelloc’h evit ar yec’hed. Gwerzhañ a reomp an dour bezv gant un tregontad [a] BioCoop e Breizh-Izel hag ivez en ti-feurm d’ar Gwener ha d’ar Sadorn diouzh an abardaez, hag ivez er marc’had Rostren. Hudu emaomp o tiorren ur raktres nevez gant sikour [rann]vro Vreizh. Krog da labour gant meur a labourva gouezeladel{?}. Setu ma istor gant ar gwez bezv. Le bouleau c’est du boulot ! »
Geriaoueg :
ar bezv = le bouleau