Gant Loic deus Piriac emaomp hiriv! Kaozeal a ra eus ar mod da voutañ ar Bougainvilliers er c’hloz (bouture à l’étouffée). Selaouit ta!

« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ar gronikenn zo skignet d’al Lun tro 5e e-pad an abadenn « Avel em fenn ».

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)

« Hiziv vo graet war-dro ur blantenn, zo ur blantenn egzotek, zo ar bougainvilliers. Aze emaomp er c’hreisteiz daha Vreizh, met lakomp e vefemp e departamant Penn-ar-Bed, e Bro-Leon, etre Brest ha Rosko, e c’hellfe dont ivez. Peogwir pezh a gont eo na skornfe ket re, peogwir ar blantenn-se zo ur blantenn d’ar bro kreizdouar, hag ne gar ket ar riv, pe ar skorn mod ebet.

Amañ e Pirieg, e oa bet plantet un tregont vloaz bennak zo, gant tud hag a zo aet d’an anaon bremañ, un troad bougainvilliers hag a zo deuet brav, hag a zo kredapl a-walc’h unan d’ar re, er Frañs, hag a zo plaset er muioc’h en hanternoz, hag a zo brav-tre. Ha e giz-se e oa deuet din ar soñj da dennañ un tamm d’ar bougainvilliers evit klask bountañ anezhi. Ha klasket ‘m eus meur a wech a renk, hep dont a-benn, betek ma teufe unan hag en deus displeget din penaos ober. Kredapl a-walc’h e vefe gellet ober mod all, met pezh zo sur, gant un inosant egizton, e welan e ra mat a bep taol kazimant, ha n’ouzon ket penaos lâret an dra-se met… ober ur bount d’ar mod da mougañ, « à l’étouffée ». Hag an dra-se zo gwir ivez evit ar bod roz, pe plant all. Pezh a vo graet hiziv vo diskouez, dre an ober, penaos e vo aozet ur bount bougainvilliers.

Troc’het em eus ur skoultrig, hag a zo bet douget bleuñv gantañ er bloaz-mañ. Bremañ vo troc’het an delioù, pas an holl, hag an drein. Gwel a rez aze ec’h eus drein, penn-da-benn ar gorzenn. Krenet e vo an delioù ivez, laosket an drederenn. Bremañ e vo aozet ar voutailh. Troc’het e vo an tamm gorre. An dra-se zo douar teil. Douar teil da hadañ. Ar bounta ne haio mat nemet ma vez glebor barzh ar voutailh. Ma vez re a zour e vreino ar blantenn. Troad ar skoultrig ranko chom, ale ur santimetr a-us foñs ar voutailh. Vo lakaet un tamm scotch evit derc’hel kloz tout ar pezh on eus graet.

E-giz eo mat an taf, vo dalc’het barzh an ti. Pezh a gont e vefe lakaet, n’eo ket dindan heol kriz, met er sklêrijenn hag en ur gambr ma ne gouezho ket dindan ur c’hwezek derez santigrad.

Ur wech ma vo karget mat ar voutailh gant ar struj-se, vo poent memes tra digeriñ. An dra-se vez graet adalek miz Du, miz Kerzu, hag evit digeriñ ar voutailh-se, unan dac’h an traoù pouezusañ : dav eo mont tamm-ha-tamm. Bemdez divisañ an tog e-giz-se, neuze marteze e kemero un eizhtez bennak evit dont a-benn da zigeriñ an taf.

Giz-se omp tremenet d’ar stad aervevat, da lavaret eo « aerobie », goude-se gortoz e teufe ar blantenn da greskiñ ha derc’hel anezhi barzh un ti betek an nevezhañv. Diwar neuze n’eo ket strikt ma teufe ar wrez dindan c’hwezek derez Ar bloaz kentañ, derc’hel a blantenn yaouank barzh an ti, hag en eil nevezhañv benn ar fin lakaat anezhi en douar. Ha lakaat en douar en ur plas ma vez sklêrijenn, sklêrijenn, sklêrijenn… Dindan heol kriz e c’hell bezañ, da harz ur voger, peogwir eo ur blantenn hag a grap d’ar voger.

Boñ setu tout pezh zo da lavaret. Savet e vo gant karantez, neuze n’eus rezon ebet ne hafe ket mat en-dro. Setu. »

Geriaoueg :

Bount = bouture
Skoultr(ig) = (petite) branche
Drein = épines
Korzenn = tige
Taf = Bouchon, emballage