Un nebeud sizhun zo e oan o flapiñ gant Dominique goude un abadenn sonerezh, hag en eus profet din ur boutailhad, dra fardet gantañ enni. Un dra hag a zo brudet-tre e Breizh… hag a zo liammet gant frouezh ur sort gwez. Divinet ho peus deus petra zo kaoz ? Selaouit ‘ta evit deskiñ ar rekipe, pep tra a vo displeget diouzhtu deoc’h gant Dominique !
« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ar gronikenn zo skignet d’al Lun tro 5e e-pad an abadenn « Avel em fenn ».
An atersadenn adskrivet :
(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)
« Oh, ma peus c’hoant e komzin deoc’h deus ar gwez avaloù, peogwir me zo bet o merañ ar sistr pell ‘zo.
Ba’ penn kentañ vezen o serrezh avaloù diwar gwez a oa en-dro din, ha tamm-ha-tamm ‘m eus adplantet gwez, mod nevez un tamm. Ha setu, hag e ran sistr bep bloaz hag un tamm bihan chug avaloù, ha pa vije droet d’ober raen ur bannac’h lagout sistr peb an amzer.
Graet e vez sistr gant avaloù, tout an dud a oar se, ha vez gwasket an avaloù, ha goude vezont lakaet barzh ur varrikenn hag e vez laosket ar chug da virviñ. Ha ma peus c’hoant kaout sistr mat, eo ret deoc’h lakaat ar sistr da virviñ goustadik, ha ba penn kentañ tout kemer avaloù mat.
Avaloù mat a zo… ret eo kaout ur c’hempouez etre pevar seurt avaloù. Avaloù dous, hag a zo ur bern sukr e-barzh, avaloù c’hwerv, a degas ar blaz kreñv ha re a zo etre an daou, a zo dous-c’hwerv. A-hend-all vez lakaet un nebeud avaloù trenk, n’eo ket trenk evit bout fall met evit kaout un tamm « acidité » ma peus c’hoant.
Ma virva re vuan ar sistr neuze bah benn ar fin laboura pell re vuan ha n’eo ket mat ar sistr. Kar n’eus ket… benn barzh ar fin n’eus ken nemet alkool ha n’eus ket sukr, ha surtoud n’eus ket blaz. Ha peogwir e vanke din kaout sistr mat, ‘m eus plantet avaloù diwezhat. Avaloù zo mat da serrezh en miz Du, hag klask a ran d’ober ar sistr an diwezhatañ tout hag e ran anezhañ ba fin miz Du peotramant penn kentañ miz Kerzu. A-benn neuze ne vez ket ken tomm an amzer, hag ar sistr ne laboura ket ken buan hag aze, a-raok lakaat anezhañ en boutailhoù, eo ret deoc’h gortoz tri miz, ha ma c’hallit gortoz pevar miz neuze eo ar gwellañ tout.
Pa vez lakaet ar sistr en boutailhoù, neuze ret eo pouezañ ar sistr. Ha pa vez gwasket an avaloù, ba penn kentañ, pouezañ ar sistr en-dro da mil ha tri-ugent. A-benn lakaat ar sistr e boutailhoù, lakit anezhañ ba mil ugent pe mil dek. Met ma laboura re vuan ar sistr e teu ar sistr da mil ha pemp, ha neuze pa vez lakaet ba boutailhoù, n’eus kazi sukr ebet e-barzh ken, ha neuze n’eo ket evit ober « des bulles », n’eo ket evit birvilh goude. Ha neuze aze emañ sec’h ar sistr. Met ma vez lakaet ba mil ugent pe mil triwec’h, c’hallit mirout un tamm, un tamm sukr barzh an avaloù ha neuze aze ho po sistr dous.
Ha ma vez laosket re a goell e-barzh ar sistr, ha re a sukr, e vo kap ar sistr da labourat c’hoazh barzh ar boutailhoù, ha neuze peotramant benn n’o digoret ar voutailhad sistr, an hanter deus ar sistr maez ar voutailh vo kollet. Boñ, pezh zo domaj. Ha setu, ha neuze eo ret deoc’h soutirañ ar sistr evit miret an nebeutañ ma c’hallit a goell. Hag ober ur sistr diwezhat, kemer avaloù mat, avaloù a zo bet naetaet, ma vez louz hoc’h avaloù pe hanter-vrein, dalv ket boan, dalv ket boan deoc’h klask ober sistr mat.
Hag a-hend-all po ket met dont da welet peseurt mod e vo graet, ha vo roet alioù deoc’h. »
Geriaoueg :
ar gwez avaloù = les pommiers
serrezh avaloù = la cueillette des pommes
dous = doux, sucré
c’hwerv = amère
trenk = acide
goell = levure