Emaomp gant Laurent Gall deus bro Kallag. An « Ethnobotaniste » eo. Da lâret eo ez a da selaou tud deus pep lec’h e Breizh, tud kozh ha deus ar bed peizanted surtout, evit kompren peseurt mod vez implijet ha sellet ar plant bremañ ha gwechall. Hag hiriv e vo rannañ ganeomp un nebeut istorioù diwar-benn unan deus ar plant kinniget ba’ e levrig « Continuités bocagères »! Selaouit ta!
« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ar gronikenn zo skignet d’al Lun tro 5e e-pad an abadenn « Avel em fenn ».
An atersadenn adskrivet :
(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)
Adskivet gant sikour Gweltaz Duval-Guenn
« Unan a zo stank a-walc’h amañ b’ar vro, met ne vez ket gwelet kement-se benn ar fin, eñ eo ar spern-gwenn. Honnezh zo ur blantenn a vez gwelet surtoud ba’ miz Mae, pa ra en bleuñv, peogwir ober a ra bleuñv gwenn, hag a zo leun er girzhier hag a zo un dra splann, gav din.
Pa vez spern-du en he bleuñv, a zo skorn c’hoazh pe ec’h diouzh beure, a zo dañjerus evit an ed, evit ar gwinizh hag evit ur bern traoù b’ar jardinoù, hag pa vez aze en e vleuñv ar spern-gwenn eo echu gant ar goañv da vat, hag se zo ar sezon vrav o tont, ba miz Mae.
Promesaoù zo ganti, gant ar blantenn-se. Arouezioù pe simbol, simbolioù peogwir eo ur blantenn a zo o vont da vout da soanial pe an dud, pe an ti, pe al loened.
Ba’ Lokmaria-Kaer lâret e vez « louzaouenn ar gurun », da lâret eo mat eo evit harz ar gurun diwar un ti. Lakaet e vez b’an deiz kentañ miz Mae, lakaet e vez ur bod spern gwenn war kement a di zo, evit harzañ kurun.
Ba’ Sant Laorañs, kichen Bear, zo bet lâret din a vije lakaet ar saout tremen dindan spern-gwenn evit harz kleñved o tont warne, hag ur bern traoù a seurt-se. Se zo ur blantenn a broteja an dud.
Goaret e vez ar blantenn, fed fitoterapi, a zo ur blantenn louzoù mat deus poan galon. Mat a-enep an tañsion. Tañsion izel, tañsion uhel, hag se vez kavet kazimant e pep lec’h ba Bro Frañs gant an enklaskoù etnobotaniezh, nemet ba’ Breizh. »
Geriaoueg :
ar spern gwenn = l’aubépine
garzh (girzhier) = haie(s) de talus