Ur valeadenn a oa bet disul 4 a viz Gwengolo kostez Groñvel a-enep kresk mengleuz andalouzit IMERYS, ur pezh embregerezh mengleuziañ a fournisa danvez d’an industriezh. Ur gerzhadeg aozet gant Réfrac’terres, kevredigezh tomm ouzh an endro a stourm enep kresk ar garierenn hag he reuzioù niverus. En soñj emañ IMERYS d’ober ur bedervet foz, un toull ouzhpenn, a-benn derc’hen tennañ andalouzit deus douaroù Gerfales, ba Groñvel. Ar meinad-se zo prizius evit fardañ produoù sañset talañ deus ur c’hwrez uhel-uhel, evel ba industriezh ar fonderezh da skouer. En Afrika ar C’hreisteiz e vez tennet andalouzit gant IMERYS ha e kreiz Breizh hend all, e lec’h ma vez tennet gant an embregerezh war-dro ur c’hard deus ar produadur bedel a andalouzit, soñjit ‘ta ! Un teñzor diwallet hardî…evel a lavar demp Jean-Daniel Bourdonnay, deus ar strollad Réfrac’terres…