Ouzhpenn kant teatr pe lec’h a gultur a zo bet aloubet abaoe ma oa krog ar stourm e penn kentañ miz Meurzh.
Mont a ra war greñvaat stourm ar sonerien, teknisianed, komedianed hag arzourien a bep seurt. Goulenn a reont da gentañ penn ma vo lemet reform asurañs an dilabour, ma vo astennet ar bloavezh gwenn roet d’an iñtermitanted.ezed ha savet ur plañ a-benn adlañsañ al labour e bed ar Sevenadur.
E-mesk al lec’hioù okupet e Breizh emañ sal arvestoù ar « C’harre Majik » e Lannuon.
Evit an deirvet sizhun zo tud o chom hag o tegas buhez e diabarzh hag e diavaez ar sal abadennoù. Bemdez etre kreisteiz ha 2eur eo pedet an dud da zont da souten ar stourmerien hag ar stourmerezed.
Pennad-kaoz gant Gaby Kerdoncuff, soner trompilh, hag Erwan Hemeury, komedian, konter ha muzisian…