C’hoarvezout a ra traoù war an tamm douar pato-mañ me ‘lâr deoc’h !
E-skeud ur chanter arkeologel zo bet kavet e bourk Plounevez-Moedeg, en Aojoù-an-Arvor, un dra dic’hortoz. N’eo ket darbodoù an hini zo bet kavet nag ivez ostilhoù deus an amzer gozh met restachoù ur pred deus ar paleolitik… hag akord an arkeologourien a-benn ar fin evit lâret zo deus ar re-seoù dilec’hioù ur c’hofad chipsoù…!
Soñjit ‘ta, abaoe pell zo en gwirionez e oa bet ijinet ar jelkennoù pato krazet a gustum an nen servijiñ da goulz an aperitif… Ha diwar an dizoloadenn-se e teu avi bras deus perzh an dud, a bep tu, ha deus pennoù bras ar vro, e-giz an aotroù KêrMadoù, a blijfe dezhañ lakaat sevel mirdi ar chipsoù ragistorel…

Ac’hanta bo’n… sell aze bopred senario ar film a vezer o filmañ e Plounevez-Moedeg er mare-mañ. Hag an aktourien hag aktourezed o vezañ skolidi Diwan Plounevez… ur film renet gant Bertrand De Sola… ha graet evel tud a vicher gant an toullad brezhonegerien yaouank-se, a zo o vont da gontañ deoc’h hiroc’h bremañ diwar o film… da zont er maez er sizhunioù da zonet…


Gwiskamant : Anthony Guignard