Michel QUENIAT oa o terc’hen menaj ‘ba Gwerliskin abaoe 1977. E 2011 oa tremenet en bio. E verc’h, Gwennael SEGALEN, ‘na kuitaet an Deskadurezh-Stad un toullad bloazioù zo da vont da broduerez fourmaj e Logivi, war vetek un nebeud kilometroù deus ar feurm-familh.
E Kerdennet ne vez ket roet boued go d’ar saout, nemet yeot ha foenn ha sell aze tout ! Ur c’hrañj a oa bet savet da sec’hañ ar foenn e-pad an diskar-amzer hag ar goañv.
An SARL Du foin dans les sabots oa bet krouet e 2014 a-benn gallout treuzfurmiñ ha gwerzhañ ar pezh a vez produet war menaj Kerdennet, e Gwerliskin. Eno e vez Pierre war-dro d’ar saout-laezh, Vincent war-dro d’ar moc’h ha d’ar yêr… ha pas gwall bell deus ar feurm, war tachenn labour ar Roudour emañ an atalier hag ar stal Du foin dans les sabots, e lec’h ma vez treuzfurmet al laezh evit ober yaourtchoù, fourmaj gwenn, riz laezh, amann, koañvenn…gant Céline, Lisa ha Claudia.
Kazi an hanter deus laezh Kerdennet a vez treuzfurmet gant Gwennael petramant gant Céline e-barzh ar stal Du foin dans les sabots. Ar peurrest a vez kaset d’ar SILL e Plouvien, hag ac’h a d’ober ar yaourtchoù Malo petramant amann Le Gall.