Pemzektez zo e oa tud deus ar Snes-FSU, sindikad a voda kelennerien a labour en eil derez, e-tal ar rektordi e Roazhon. Ur vodadeg kement ha lakaat war wel diaezamañchoù ar gelennerien vrezhonek en eil derez publik. Goull a reont ur bilañs sokial, da c’hoût penaos emañ kont gant ar gelennerien, arru skuizh-kaer un darn anezhe, sur !
Ezhomm zo ivez da stummañ muioc’h a gelennerien en eil derez, gouez dezhe, a-benn respont da gresk an hentadoù divyezhek.
Gant Gildas Grimault deus ar gevredigezh Kelennomp !, kevredigezh ar re a gelenn e brezhoneg, e vo lakaet ar gaoz war an diaesterioù en eil derez…
Lakaet e vo ar gaoz war reform al liseoù, bet un dra fall evit ar brezhoneg hag evit yezhoù minorelaet ar Frañs pelloc’h…
Komzet e vo ivez deus ur skoilh ouzhpenn lakaet war hent ar rouedad Diwan, en arvar e vefe lise Diwan Karaez da goll eurioù brezhoneg en distro-skol da zonet…