E-barzh pennad-kaoz ar sizhun-mañ e kinnigan deoc’h splujañ adarre ba oadvezh aour an aocherezh a-dreuz mor Breizh. Un nebeud mat a oueletennoù zo bet o kas ar c’hoñvers-se. Legumaj nevez a vije kaset gante da Vro-Gembre peotramant postoù sapin da sintañ mengleuzioù hom c’hendirvi tramor. Ha dont en-dro gant glaou hag a-wechoù memes gant teol a zo aet da doiñ meur a di e Bro-Dreger.
A-drugarez da desteni ar c’hembread Jack Neal, bet o labourat war dokoù Kêrdiz, e c’hall an nen anveout gwelloc’h istor ar goeletennoù breton. Hemañ oa sot-net gant ar bigi dre lien-se, ac’h aio da get war-lerc’h an eil brezel bed.
Troet ha klokaet eo bet dornskrid Jack Neal gant tud ar gevredigezh Océanide, e bro Landreger, hag en o-mesk Jacqueline Gibson, merc’h vihen Job Nikolaz, unan deus aktourien ar c’hoñvers dre lien…
Hiroc’h ganti diwar-benn al levr Goelettes bretonnes, Les belles heures du cabotage embannet gant Coop Breizh.