Ar Gwell, met petra eo an dra-se ‘ta ?
Ur rekipe laezh-tev, graet diwar laezh gouennoù saout ar vro.
Ur produ lakaet en go a drugarez d’ur goell kozh deuet pell zo ba menajoù ar vro… Hiroc’h a vo klevet gant Marion Henry, a zo e-mesk an nebeud a broduerien Gwell e Breizh, war menaj ar Buis Sonnant e Plougernevel ha Roje Abalan, peizant war ur menaj bihan e Kergonan, e Plouharnel, er Morbihan.
Gant ur gevredigezh savet e 2019 e faota dezhe gwarantiñ amzer da zont ar produ hengounel-se…
Marion Henry
Roje Abalan