Er sizhun-mañ e vo komzet deus ul levr embannet e fin ar bloaz 2020, La littérature bretonne de langue française, gant Yoran Embanner. Un oberenn a-stroll graet dindan renerezh Paskal Rannou, skrivagner anezhañ hag ispisializet an den war danvez al lennegezh-se. Un toullad mat a dud barrek zo bet dastumet tro-dro dezhañ a-benn kinnig boued sofkont d’an dud intereset gant al lennegezh vreizhek en galleg.
