Laure Alart a zo tri miz zo gant ar gefridi diorren ar sevenadur evit Bro Kornôg Kreiz Breizh. Ar vro « COB », evel ma vez lâret e galleg, a voda 5 EPCI : Kumuniezh-kumunioù Kreiz-Breizh, hini Menez Are, hini Kerne-Uhel, hini ar Poc’hêr ha Roue Morvan Kumuniezh…
Un terouer hag a oa bet krouet e penn kentañ ar bloavezhioù 1990 a-benn luskañ ha merañ ar programm gervel d’ar raktresoù kinniget gant an Europ, ar programm LEADER.