Evit devezhioù ar glad 2022 eo bet choazet un tem : ar glad padus. Un tem ledan lec’h ma c’hell neb hini kinnig pezh a gari. Evit mirdi skol Botoha eo bet choazet lakaat ar viz war lastez ar skol gwechall. Peadra da soñjal war ar pezh a vez graet bremañ ha da chom uvel war tout an traoù « nevez » kinniget bremañ evit kaout ur skol propoc’h.
Cédric Binet a labour ‘ba mirdi ar skol e Botoha abaoe 10 vloaz, kontañ ‘ra deomp pezh avo kinniget evit devezhioù ar glad hag e sell war ar sujed-mañ.