Ha perak pas mont er maez evit deskiñ kontañ ? N’eo ket ken simpl ha se kinnig ur mintinvezh er maez gant bugale ar skol-vamm ha skol kentañ derez. Sikour da grouiñ ul liamm yac’h etre ar vugale hag an natur, dezho da vezañ dedennet ganti evit gellet gwareziñ anezhi gwelloc’h, gwellaat o yec’hed, reiñ fiziañs enne hag ivez gwellaat o aketusted, o memor hag o c’hoant da zeskiñ, setu arguzennoù brassañ ar skol er maez.
Bet eo Radio Kreiz Breizh e skol publik divyezh Poullaouen ur merc’her mintin evit gwelet penaos tremen ar mintinvezh gant Julia Keller, skolaerez e penn ar skol er maez er skol-mañ ha Marie Miguet skolaerez evit an 13 bugel en hentenn divyezh.
War un dachenn en tu all d’an hent e weler geot, ur c’hleuñv vihan, tammoù koad evit azezennoù ha lochoù en osilh. Eno e vez skolaerezed skol-vamm Poullaouen o lakaat ar vugale da selaou al laboused, da redek evit kavout al liv mat en urzh mat, hag oc’h ober soubenn pe ul leur brennheskenn el loch osilh. C’hoari, deskiñ, ober an traoù asambles, setu programm ar mintinvezh er maez.
Maïwenn Salomon a zo renerez skol publik Gwengamp. Lakaet he deus en plas ivez ar merc’hervezh mintin er maez gant ar skol a-bezh. Displegañ ‘ra deomp penaos tremen an traoù.