‘Vel bep bloaz e vez divizet gant ensellerezh an deskadurezh vras serriñ klasadoù ‘zo. Ar bloaz-mañ eo bet divizet serriñ 47 klas e Aodoù an Arvor, dreist-holl ‘ba skolioù bihan ha digeriñ 13 klasad dreist-holl ‘ba bro Dinan ha Gwengamp. E RPI (Regroupement Pédagogique Intercommunal) Karnoed, Puskelleg ha Plourac’h eo bet lâret div sizhun ‘zo e vefe serret ur c’hlasad.
Hervez Anne Koadig deus ar sindikad Sud Deskadurezh e vez klasket gant an ensellerezh adpakout an dale serriñ klasoù a oa bet tapet kerzh an enkadenn Kovid. D’an 2 a viz C’hwevrer e vo dilennidi ar c’humunioù lec’h ma ‘vo serret klasoù ‘zo dirak an ensellerezh e Sant-Brieg evit difenn o skolioù ‘vel m’emaint.
Aï eo ankeniet bras an tri maer ha tud ar c’humunioù, Yannick Larvor a zo maer Plourac’h.