Gi Yonkour zo bet veteriner e-pad 40 vloaz ba kanton Kallag. Hag e penn kentañ ar bloaz 2020 oa deut da vezañ « marc’heg urzh merit al labour-douar ». Ur vedailhenn ‘vo roet dezhañ kement hag anveout ur vuhez a labour war-dro d’al loened, asambles gant ar vagerien saout. Un digarez da gaozeal gantañ deus al loened ha deus an dud, diwar ar c’hleñvejoù a dremen deus al loened d’an dud ha diwar an diouer a veterinerien war ar maez hudu an deiz.