RADIO KREIZ BREIZH

102.9 Mhz - 106.5 Mhz - 99.4 Mhz - 107.5 Mhz

Derv Huellou

Ar Vandenn: Emgann Kerhamon kontet gant Marguerite Pinson

Testeni kriz Marguerite Pinson noa bevet emgann Kerhamon ba Duod e miz Even 1944. Deus mikro Herve ar Beg e 1994 e tisplege-hi ar pezh oa en on gavet d’an devezhoù-se ha pesort efed noa bet war he familh.

1997, 50 vloaz Kelc’h Keltiek Rostrenn gant Henri Korveller (2/2)

Lidet vo 75 vloaz Kelc’h Keltiek Rostrenn gant ur fest-noz e Rostrenn d’an 30 a viz Ebrel.
Pemp ploaz warn ugent zo oa bet aterset Henri Korveller deus Groñwel gant Herve ar Beg. Kontet noa eñ istor ar c’helc’h,…

1997, 50 vloaz Kelc’h Keltiek Rostrenn gant Henri Korveller (1/2)

Lidet vo 75 vloaz Kelc’h Keltiek Rostrenn gant ur fest-noz e Rostrenn d’an 30 a viz Ebrel.
Pemp ploaz warn ugent zo oa bet aterset Henri Korveller deus Groñwel gant Herve ar Beg. Kontet noa eñ istor ar c’helc’h, e…

Treuziñ ha labourat e Koad ar Markiz

Evit digeriñ an abadenn ha kas ac’hanoc’h beket Koad ar Markiz, un tamm atersadenn graet er bloavezhioù 80 pa vize labourioù war an RN12. Fumet oa maered zo e Kreiz-Breizh abalamour ne vize ket signalet Karaez o tont maez…

C’hoarioù nerzh e Tredarzeg

Damp da Dredarzeg lec’h oa bet Noelle Simon oc’h ober un tamm kont gant paotred ar c’hoarioù nerzh.
Koñkour oa deiz-se, pep hini d’e dro o chechañ, o tougen, o sevel bep seurt traoù.
Klevet a rit Marsel Beauverger deus…

Milin Lanrodeg

Eliza ar Gov deus Plounevez-Kintin zo bet o terc’hen « Milin Lanrodeg » e-pad pell. Ul lec’h evit degemer predoù, nozvezhioù, euredoù ha bep seurt traoù. E miz Genver 1997 e oa bet Herve ar Beg d’ober un tamm kont…

Ar vandenn: Kontadennoù Nedeleg gant Pier Nohaig

Tosteal a ramp da gouelioù fin ar bloaz. Alies vize pedet tud da zont d’ar radio d’ar c’houlz-se deus ar bloaz evit komz deus ar mod dremene an traoù gwechall. Setu e 1997, Pier Nohaig oa bet pedet gant…

Ar Vandenn: Parrez Karnoed

Jozeb an Treger (Maer Karnoed) ha Frañsis Gwegen (eil-Maer) oa deuet da heul pedadenn Herve ar Beg da gomz diwar-benn o farrez. An dra-mañ oa e miz C’hwevrer 1987. Channig Steunoù deus Lokeored a gan ar ganaouenn bet…

Daoulagad ar C’hwil-Derv / AG RKB 94

Ar ganaouenn « Daoulagad ar c’hwil-derv » zo bet skrivet gant Chañ-Mari Skragn deus an Uhelgoad. Bet oa eñ o kanañ anezhi e Brest, evit gouel ar c’hanaouennoù nevez aozet gant Sked e 1994. Displegañ a ra da Herve ar…

Koursoù karrigelloù Kerien

E fin ar bloavezhioù 80 e vize aozet koursoù Karrigelloù e bourk Kerien. Pep skipailh a lakae un tem d’e garrigell ha daw dezhi war hentoù ar bourk.

E fin an hañv 1988, Jañ Gwilhom deus Sant-Jili ha Marsel Gwilhouz…

Mignoniezh ha foar Kergozh

2 enrolladenn er vandenn fenoz. O 2 graet e 1986 gant Herve ar Beg.

Da gentañ Léonie ha Jean Duguay deus Duaod. Delc’hmat nize Léonie traoù da ganañ ha da gontañ. Amañ e komz ivez deus he ferzh e Klub…

Gouren ha kontadenn ar milour

Fenoz en abadenn vo kaoz deus ar gouren ha klevet vo ur gontadenn.

Germaine Lukaz a oa engouestlet e bed ar gouren, betek bout anvezet maeronez ar c’hourenerezed hag ar gourenerien. Displeg a ra da Noelle Simon un tamm deus…

Ar vandenn : Boulloù ha komis

Abadenn ar vandenn 15/11/2020

Ur c’hoarier boulloù ampart oa Désiré Kamuz deus Pontre. Strafuilhet oa gant ar mod oa nevez en em gavet da c’hoari. Reiñ a rae e soñjoù ha komz a rae deus e eñvorennoù da…

Tanioù ar garantez ha Lambig

e-kerzh an abadenn-mañ:

– Charles ar Verr deus Sant-Nikolaz a zispleg e vicher distiler lambig da Herve ar Beg (2/2).

Ton sonerezh: Casadh an tSugain – Micheal 0’Domhnaill

– Mari Gallouedeg deus Paoul a gont petra eo he buhez e ti ar…

Lambig ha Bleizi

Tri enrolladenn dishañval e-kerzh an abadenn-mañ:

Charles ar Verr deus Sant-Nikolaz a zispleg e vicher distiler lambig da Herve ar Beg (1/2).E Bro Kallag oa bet lazhet ar bleiz diwezhañ gant un den deus familh Marie Lamotte. Kontañ…

Kontadennoù galaoueg

Chañchamp bro un tamm! E 1987 oa bet aozet ur c’honkour kontadennoù gant ar CMB. Gourfenn departamant Aodoù an Arvor oa bet e Mur, gant kontadennoù en brezhoneg, galaoueg ha galleg. Setu amañ darn deus ar re en…

Ar ganaouenn « Doni Done » – Ar c’hafeoù deiz kentañ ar bloaz e bro Rostrenn

Aet oa Herve ar Beg da welet Lomig Donniou e miz Kerzu 84 ha Manu Kerjean e miz Kerzu 87. Savet oa kont deus an hengounioù da vare fin ar bloaz ha penn-kentañ an hani nevez. Tro ar…

Logos partenaires

© 2024 RADIO KREIZ BREIZH — 02 96 45 75 75 — Haut de page ↑


48 rue Olivier Perrin 22110 ROSTRENEN // Ti Ar Vro - 3 Place du Champ au Roy 22200 GUINGAMP

Conception www.tryptyk.fr Mentions légales