RKB–2018–0070

Teir blac’h yaouank

Kan ar Bobl Duod, 1987

Bo’n, ‘h an da lâret unon dac’h, istoer teir blac’h yaouenk pe ur plac’h yaouenk kentoc’h a doe kollet un dra bennaket, ha oe ket brav dezhi goût pesar mod oa bet kollet se. Ha ‘benn fin ba’r ganaouenn-mañ ‘vez lâret dac’h.

‘Maint ine teir blac’hig yaouenk, na yaouenk, na yaouenk,

‘Maint ine teir blac’hig yaouenk,

é kanno war ar stank, é kanno war ar stank

Div anezhe a gane, a gane, a gane

div anezhe a gane, an hani all a ouile, an hani all a ouile

Petar a ra dac’h-c’hwi gouilo ha gouilo ha gouilo

Petar a ra dac’h-c’hwi gouilo hag ar re all é kano ?

Hag ar re all é kano…

Ye ‘lâre din oen tromplet, oen tromplet, oen tromplet

Ye ’lâre din oen tromplet ha me na oeren ket, ha me na oeren ket

Hag é sevel re veure, re veure, re veure

Hag é sevel re veure, war ar glizh da vale, war ar glizh da vale

Pe é sevel re vintin, re vintin, re vintin

Pe é sevel re vintin d’ar c’hav da denno gwin, d’ar c’hav da denno gwin

Pe ‘h ont da serra sperad, na sperad, na sperad

Pe ‘h ont da serro sperad deus ur bochad linad, deus ur bochad linad

Pe é tebo un tamm awal, un tamm awal, un tamm awal

Pe é tebo un tamm awal, da dorn or marichal, da dorn or marichal

Hag un tamm awal hag un tamm per, un tamm awal hag un tamm per

Un tamm awal hag un tamm per, da dorn or miliner, da dorn or miliner

Pe é tiwisk ma bouetow, ma bouetow, ma bouetow

Pe é tiwisk ma bouetow, d’ober gwele ‘n aotrow, d’ober gwele ‘n aotrow

Pe é kousket teir noz frank, teir noz frank, teir noz frank

Pe é kousket teir noz frank gant ur c’hloereg yaouank, gant ur c’hloereg yaouank

Mersi bras da Frañsis Favereau evit bout divanket an drañskrivadenn !

Gwelet ivez Carnets de route de Yann-Fañch Kemener, Skol Vreizh, 1996, p.153-154.

NotennoùEmaint ine, il y a Ye = int 
• Sperad, des groseillesDa dorn or marichal, de la main d’un forgeron