Bep bloaz e vez enoret gant priz Langleiz ur skrivagner pe ur skrivagnerez vrezhonek. D’an 19 a viz Gwengolo 2021, e Lannuon, e oa bet roet ar priz da Fañch Peru, kement ha rentiñ enor d’ar skrivagner ha barzh ganet e 1940 e Ploubêr.
Fañch Peru zo brudet abaoe ar bloazioù 1980 evel saver romanchoù ha kronikoù hervez doare ar vuhez pemdez e Bro-Dreger. Oberennoù skrivet en ur brezhoneg yac’h ha bev.
Frañsez Favereau, embannet gantañ arlene tamm diwezhañ e Lennegezh ar brezhoneg en ugentvet kantved, a gomz deomp deus oberennoù Fañch Peru.