8000 a dud o devoa manifestet e Baiona d’an 20 a viz Du 2021 a-benn talañ d’ar c’hudennoù lojañ e hanternoz ar Vro-Vask. Hag e-keit-se en Breizh oa ‘n em vodet ur pemzek kevredigezh ha strollad politikel bennaket. Diwar ar slogan « Un ti da bep hini ! » e oa bet manifestet evit ar gwir da gaout ul lojeiz hag ul lojeiz dereat. Ha kement ha lâret e rank tremen ar gwir da gaout un ti kentañ araok ar gwir da gaout un eil ti pe un ti-vakañsoù. Ba meur a lec’h emañ an tu kreñv gant al lojerisoù feurmet d’an douristed ivez, ken eo deuet imposubl d’ar re yaouankañ ha d’ar re baourañ kaout peadra da lojañ.
Koulskoude e c’hallfe un toullad traoù bezañ lakaet en pleustr a-benn stourm ouzh ar skoilhoù-se. Hiroc’h gant Nil Kaouisin, koñsailher-rannvro, perzh eus Unvaniezh Demokratel Breizh, ha Gael Roblin, koñsailher e kêr Wengamp, en tu enep.