Bloaz zo bremañ e c’hall an nen prenañ bier artizanel war marc’had Kallag, d’ar merc’her beure, digant Sandra ha Pierre deus ar mikro-breserezh « Maude kozh ».
Un tamm pennad-kaoz e ti-bresañ Pierre Marreg hag e gamaradez ba Pluskelleg. Bord an hent da vont da Vontroulez zo ur vilajenn gant ur gaer a anv, Kêrlivioù.
Ur mousc’hoarzh ledan war e vizaj, kan an evned, sell aze moarvat sekred kegin ur bier mat, evel an hini a vez graet ba karrti bihan ar breserezh « Maude kozh »…
Ar bier « Maude Kozh » a vez kavet da brenañ war marc’hajoù Kallag, Groñvel ha Pabu. Hag en ispisiri kevredigezhel VertuOses ba Kallag.