Bec’h bras zo war skolajoù ha liseoù divyezhek ar vro. Evel en Kallag, lec’h ma oa bet digoret un hentenn arlene. Evit ar bloaz he deus nac’het ar rektoriezh reiñ an eurioù a rofe an tu da bevar a vugale da genderc’hel gant o studi en div yezh er c’hwec’hvet klas. D’an 30 a viz Eost 2021 e oa deuet ar gelennerien vrezhonek ha tud ar familhoù da reiñ mouezh dirak ar skolaj. Pennad-kaoz gant Gwendal Berthou, Laure-Line Inderbitzin ha Mikael Kouteller.
Un toullad skolajoù ha liseoù zo lakaet diaes gant divizoù an deskadurezh-Stad en distro-skol-mañ, e Kallag, Plouha, Lanmeur, Sant-Brieg, Plañvour, Montroulez ha Gwengamp.