D’ar Merc’her 15 a viz Gwengolo e oa en em vodet un toullad tud e-tal al lise Auguste Pavie e Gwengamp. Diwar galv Div Yezh Breizh.
Ba meur a lec’h er vro ne c’hall ket ar grennarded kenderc’hel gant ar brezhoneg war-lerc’h bezañ bet desket er yezh-se abaoe ar skol. Ba kalz a blasoù n’eo ket plaen an traoù tamm ebet, teir sizhun war-lerc’h an distro-skol : e Plouha, Sant-Brieg, Plañvour, Bear, Pleuzal-Runan, Langidig da skouer, hag e lise Gwengamp, lec’h ma oa ur c’hlasad eilvet divyezhek da vezañ digoret en distro-skol. Pennad-kaoz gant ar re a oa er vodadeg dimerc’her ha gant al liseanezed da gentañ penn.