Ar wech-mañ e kinnigomp deoc’h ober anaouedegezh gant ar brezhoneg a vez komzet kostez Perroz-Gireg, e hanternoz Bro-Dreger. A-drugarez d’un den anveet mat evit kemer perzh e-barzh buhez vrezhonek ha kevredigezhel Treger, Gireg Konan. Hennezh zo bet tro-ha-tro geologour, kelenner war ar skiantoù er C’hanada, liorzhour ha kelenner adarre e skolaj Diwan ar Releg hag e Plijidi. Anveout mat a ra Bro Berroz… Evel e dad araokañ, ar skrivagner brudet Jakez Konan, en deus lakaet war baper gerioù ha troiennoù brezhonek bet klevet gant tud ar vro… Ur binvidigezh a vo lakaet ar gaoz warni e-barzh an heuliad kronikoù-mañ…
Brezhoneg Perroz 1 : Ur sell war Bro-Berroz ha war ar brezhoneg a vez komzet enni. Disheñvel eo ar brezhoneg a vez komzet kostez Pleuveur (er c’hornôg) deus an hini a vez kaozeet tro-war-dro Kervaria (er reter).
Brezhoneg Perroz 2 : E-barzh brezhoneg Bro-Berroz e vez kavet doareoù ispisial da lâret gerioù zo. Miret zo bet perzhioù kozh deus ar yezh e-barzh ar mod da gaozeal hirie-an-deiz…
Brezhoneg Perroz 3 : Ur mell oberenn dastumerezh a oa bet embannet gant Gireg Konan un nebeud bloavezhioù zo. Enni e vez kavet gerioù ral a-walc’h, liammet gant micherioù pe liammet gant al loened hag an natur…
Brezhoneg Perroz 4 : E brezhoneg Perroz ha Treger e vez klevet gerioù fentus, gerioù deuet deus lec’h all… Goût a rit a-walc’h penaos ar Vretoned zo beajourien hag e-leizh a eskemmoù a vez, pell zo, gant an dud en tu all da Vro Breizh…
Brezhoneg Perroz 5 : Pleuveur, Kervaria, Sant-Ke, Louaneg, Plomanac’h… Deomp da heul da zizoloiñ tud ar parroujoù-se hag o mod da zistagañ pe da lâret serten traoù (stumm ar vogalenn « a » ; geriennoù).
Brezhoneg Perroz 6 : Perzhioù distagadur. Techet e vez al lizherenn « e » da vont da « i ». « Dibiñ » e-lec’h « Debriñ ».
Brezhoneg Perroz 7 : « w » forzh pegement (gwraet, « veltoñ » pe « weltoñ »)
Brezhoneg Perroz 8 : Ar « z » o koue’añ ! Hag an « s » o vont da « z » (kemmadurioù ha na vezont ket skrivet ! = Zant-Ke)
Un tañva brav-brav deus brezhoneg Perroz gant ur gontadenn lavaret gant an itron Eujeni Tannou eus Kerstefan e Perroz e 1987. Bet enrollet e-kerzh kenstrivadeg ar C’hredit Mutuel, e Gwengamp.
Pe c’hoazh Istor vrav ur rañkontr etre Timothée Messager, keginer yaouank, ha Janed Nikol, 92 vloaz, o chom e Pont ar marc’had, e Serwel, stok da Lannuon. Bep miz pe dost en em gavont asambles evit kaozeal e brezhoneg ha deskiñ an eil digant egile/eben.