Ur gronikenn nevez diwar-benn ar gwenan hag ar re a vez war o zro, ar wenanerien. Tomaz en deus lakaet ba e soñj mont da welet anezhe bep sizhun… Un doare da ledañ deskamant war ar gwenan ha da reiñ c’hoant d’an dud da wareziñ anezhe marteze a-walc’h !
Jenerik : Balafent (evel-just !)
Jeannot Flageul 1 : Trouzioù hag eñvorennoù
An tamm kentañ hudu, e-kreiz ar vro, gant Jeannot Flageul. Lakaet ‘vo ar gaoz war trouzioù ha war eñvorennoù…
Jeannot Flageul 2 : E-barzh ar ruskenn
Ar wech diwezhañ e oamp gant Jeannot Flageul, gwenaner ba Rostrenn o komz deus e eñvorennoù gant ar gwenan. Hudu e vo graet ur sell ba tu diabarzh ur ruskenn…
Jeannot Flageul 3 : Ar mel gwinizh-du (1)
Abaoe an distro-skol e vez klevet gwech ha gwech all ar gwenan o fraoñval war ar gwagennoù. Mont a ra Tomaz da welet gwenanerien ar vro evit lakaat anezhe da gonto deus o sorc’henn. Un toullad sizhunioù zo e oa bet o welet Jeannot, gwenaner ba Rostrenn.
Jeannot Flageul 4 : Ar mel gwinizh-du (2)
Ar sizhun baseet e oa Tomaz o konto gant Jeannot Flageul, gwenaner ba Rostrenn. Krog oant da gomz deus un doare mel ispisial. Hudu, ar mel gwinizh-tu, eil tamm !
Jeannot Flageul 5 : Ar gwenan hag o endro
Bep sizhun ec’h a Tomaz Laken deus RKB da welet ur gwenaner deus ar vro. Abaoe un dornad kronikennoù omp kostez Rostrenn.
Hudu e vo lakaet ar gaoz war ar gwenan e liamm gant o endro…
Ma vez ampoezonet ar vro e vo pistriet ar gwenan…
Jeannot Flageul 6 : Kan ar rouanezed yaouank
E-barzh ar gronikenn « Bzzz bzzz bzzh » omp bepred gant Jeannot Flageul gwenaner e Rostrenn. Sell aze un heuliad diwar bed boemus ar gwenan.
Jeannot Flageul 7 : Red ar vuhez
Gant Jeannot e vo komzet ar wech-mañ deus red ar vuhez war-dro d’ar ruskennoù…
Jeannot Flageul 8 : Ar propolis
Tamm diwezhañ hom heuliad diwar-benn buhez ar gwenan, e kompagnunezh Jeannot Flageul, gwenaner ‘ba Rostrenn. Goude-se ec’h efomp da welet ur gwenaner all, da glevout istorioù all, ken burzhudus all !