Ouzhpenn kant a dud a oa bet o c’houren d’ar Sadorn 5 a viz C’hwevrer 2022 e Langueux da geñver ar c’hourenadeg etrebroadel Back-Hold, ur stumm da c’houren deus Bro-Skos ha deus hanternoz Bro-Saoz. Un darvoud aozet gant Skol Gouren Sant-Brieg, Komite Gouren Aodoù-an-Arvor ha Bodadeg ar Gouren. Er mare-mañ n’eo ket aezet aozañ emgavioù sport bras e-giz-se met berzh he doa graet kenstrivadeg an dibenn-sizhun ha kontant e oa an holl da adstagañ gant un tournamant… Kaer eo bet an abadenn hag e-leizh a dud a oa deuet da sellout ouzh ar c’hrogajoù ! Selaouomp un toullad reoù yaouank da gregiñ ganti !
Niverus eo bet ar c’hampionezed ha kampioned disadorn. Jeremi Hardouin deus skol Gwipavaz en devoa gonezet er rummad « ouzhpenn 90 kilo » ha Lea Kilien deus ar Faou er rummad « skañvoc’h evit 63 c’hilo ». Hag o daou o doa gonezet an tournamant a veske an holl rummajoù e fin an devezh. A-hend-all zo bet gonezet en o rummad gant Tomaz Kerebel, Helouri Koailh, Baptist an Hêr, Meriadeg Bertin, Aziliz Rolland ha Cecilia Garcia deus Bro Leon e Bro-Spagn. Hag e-mesk ar re yaouankañ e oa aet ar maout gant Esteban Morel, Youenn Moal ha Pierre-Baptiste Vieux… Hiroc’h war lec’hienn Bodadeg ar Gouren.