D’ar Sadorn e c’hall an dud dont da Sant-Nigouden da brenañ boued a galite digant « Epicodème », un ispisiri kevredigezhel krouet un toullad mizioù zo ! Evit ar poent e ta un ugent den bennaket bep Sadorn veure betek sal ar c’hevredigezhioù, da brenañ legumaj, eoul, toazennoù, bleud, uoù, bara, traoù fresk ha traoù dous a bep seurt. Tomaz Laken oa bet oc’h ober komisionoù da heul tud deus Sant-Nigouden, Teo Andre ha Rozenn Henry… Esperañs o deus tud ar gevredigezh e vo roet un tamm ti dezhe, un deiz bennaket, gant parrez Sant-Nigouden. Ul lec’h ma vo aezetoc’h dezhe aozañ o zraoù…