Daoust ha kap e vefec’h da dremen hep takenn alkool ebet e-pad ur miz ? Hennezh eo an defi, ar c’hlaoustre, kinniget gant ar c’houlzad Dry January, miz Genver « sec’h » pe divoeson. Ar c’hampagn-se a oa bet roet lañset dezhañ e 2013 er Rouantelezh-Unanet. Hag evit an deirvet gwech diouzh renk e vo graet kemend-all er Frañs.
Alies e vez evet kalz e-pad gouelioù fin ar bloaz ha setu neuze ur c’hinnig graet d’an dud da baouez gant an alkool e-pad ur c’hrogad. Un doare evit pep hini d’en em soñjal war e/he liamm gant an alkool. Hag ur mod da welet penaos ‘mañ kont gant e/he yec’hed pa ne vez ket evet boeson…
Ur c’houlzad a denn d’ar yec’hed publik ha n’eo ket harpet gant ar Stad-c’hall koulskoude. Da heul gwask lobi an alkool en devoa nac’het ar gouarnamant souten ha reiñ arc’hant d’ar c’hevredigezhioù a ginnig ar « mizvezh hep alkool »…
Ne vez ket arc’hantet an Dry January gant ar Stad-c’hall met war an dachenn zo un toullad kêrioù o harpañ ar c’houlzad. Kêrioù Brest ha Naoned a gemer perzh ennañ lakaomp.
Bet omp o c’houlenn o soñj gant un dornad tud…
Brendan, a heulia an Dry January, hep lakaat e anv war al lec’hienn internet evit afer-se
Maî zo o labourat en ostaleri ar Flambard e Lannuon
Rener Gwern, medesin e penn servij adiktologiezh ospital Bear