Ba’r Vouster, e-tal kichen Karaez, zo ul liorzh e-lec’h ma vez produet legumaj bio da bourchas boued mat d’an dud a vez sikouret gant kevredigezhioù ar vro : ar Sikour poblek, Restaorañchoù ar galon pe c’hoazh ar Sikour katolik. E-barzh ar « Potager solidaire », evel ma vez graet deusañ, e vez hadet un tamm levenez ha kenskoazell etre an dud er vro. Hag e vez klasket reiñ c’hoant d’an dud da geginañ ha da zebriñ muioc’h a draoù fresk… Pennad-kaoz gant Mari-Soaz ar C’hozh ha Joel Banniel, prezidant ar gevredigezh (pennad-kaoz enrollet e fin miz Meurzh 2022).