Jef Fulup a gonta deomp deus un den meur bet ganet e Tabrien e 1904, Jañ-Louilh (ar) Rolland. Div gontadenn tennet deus sac’had marvailhoù ar c’honter a oa bet embannet gant Jef Fulup e 1986 en ul levr anvet War roudoù Merlin e Breizh. Kalz a dud a oa bet o welet Jañ-Louilh adalek ar bloavezhioù 1960, en o-mesk Donatien Laurent peotramant c’hoazh Albert Trevidig.
N’eus ket pell zo eo bet lakaet ar sklêrijenn war Jañ-Louilh adarre dre an askont zo bet embannet un tamm deus ur gontadenn gantañ war ar bladenn graet gant Dastum war ar Vro Fisel.
Jañ-Louilh ar Rolland ‘noa disket e varvailhoù gant Iwan ar Floc’h a oa gwiader damdost da Vilin Brunod e-lec’h ‘noa tremenet Jañ-Loui e yaouankiz.
Lakaet e vo ivez ar gaoz gantañ war Albert Trevidig, stourmer da vezañ lakaet tal-ha-tal gant Loeiz Roparz ha Polig Montjarret evit a sell adreiñ buhez da sevenadur ar vro war-lerc’h ar brezel… Ur perzh bras ‘neus bet ba’l labour talvoudekaat kontadennoù Jañ-Louilh ar Rolland.
E-mesk kontadennoù Jañ-Louilh emañ « Margodig an dour yen » pe « Margodig an dour eien », avañturioù burzhudus mab roue ar Frañs ha Margodig… Kozh-kozh eo danvez ar gontadenn-se. Embannet oa bet un doare anezhi e 1984 gant Mikael Madeg.