Daoust d’an diaezamañchoù war dachenn ar yec’hed hag ar politikerezh o deus gallet kevredigezhioù ha gouelioù ar vro kinnig deomp kejadennoù frouezhus er sizhunioù tremenet.
E Rostrenn, bep Meurzh e-pad an hañv, e oa bet klevet sonerien a bep seurt da goulz ar fest « Les mardis têtus », aozet gant ar gevredigezh « Les musiques têtues ».
Un digarez evit tud RKB d’ober anaoudegezh e kreiz miz Eost gant div ganerez deus Okitania. Cocanha, ur strollad lieskan gant Lila Fraysse ha Caroline Dufau, a gomz deomp deus o sonerezh ha deus o zro ba kreiz Breizh…
Mersi bras da Nolwenn Falezan ha Tara Huellou o deus troet ha jubennet ar pennad-kaoz deus an okitaneg d’ar brezhoneg.