Un emvod publik a oa bet ar sizhun dremenet e Pempoull diwar-benn un danvez Ti skoazellerezed-mamm e brezhoneg…
E Pempoull just mat eo arri leun-kouch Ti ar vugale, meret gant an tolpad-kêrioù. Un dra gaer a vefe neuze digoriñ un Ti Skoazellerezed-Mamm brezhonek, e-barzh ur vro lec’h ma n’eus ti ebet a sort-se evit ar poent.
Bez’ zo e Karaez, Roazhon ha Sant-Ervlan, met hini ebet en Aodoù-an-Arvor c’hoazh. Diwar intrudu Anne-Yvonne Guérillon eo krog an avañtur. Honnezh zo skolaerez e skol-vamm divyezhek Perwenan, hag emañ o paouez tapout un agremant a-benn kaout aotre da vont da skoazellerez-vamm.
A-benn lañsañ an traoù e oa bet o welout Goulven Morvan, adjoent en karg deus ar sevenadur evit kêr Bempoull, hag Amélie Brard deus Ofis Publik ar Brezhoneg.
Selaouomp Anne-Yvonne hag Amélie, a zispleg deomp da gomañs petra eo an diferañs etre ur vagouri hag un Ti Skoazellerezed-Mamm, ur « MAM », Maison d’Assistant(e)s Maternelles, evel ma vez lâret e galleg !