Degemer familhoù repuidi ba Kallag, e kreiz Breizh, a-benn addegas buhez ba’r bourk, setu pal ar raktres Horizon douget gant font arc’hantiñ ar fondasion Merci renet gant ur familh, dorn-ha-dorn gant koñsailherien kêr Kallag evit ar raktres-mañ. Ar fond de dotation Merci a zo bet savet gant ur c’houplad bet gounezet kalz a arc’hant o werzhañ dilhad evit ar vugale, ha c’hoant gante reiñ d’ar reoù. Daou raktres o deus kaset da benn dija, unan evit an deskadurezh e Madagaskar hag unan all evit sevel un ti feurm e departamant an Essonne.
Dre ar raktres Horizon e vefe digemeret er bloavezhioù da zont familhoù refujieed politikel ha roet labour dezhe hervez an ezhommoù ba’r barrouz. War an digarez-se e vefe adingalet kozh batimañchoù ba karter Sant-laorañs, d’ober lojerisoù, ur sal ar c’hevredigezhioù, un ti skoazellerezed-mamm pe c’hoazh ur vagouri. Jean-Yves Rolland, maer Kallag ha Michel Riou bet o lañsañ ur sinadeg a-enep ar raktres a gont deomp hirorc’h war ar raktres-mañ